Volked : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ar '''Volked''', pe ''Volcae'' e [[latin]] (IPA: [ˈwɔlkaj]), a oa ur bobl [[kelt]] en [[Europa]] an IIIde kantved kent JK, pe gentoc'h ur c'hevredad pobloù.
 
==Menegoù==
Kentañ meneg anezhe a oa e [[-69|69 kent JK]] gant [[Cicero]] en e brezegenn ''Pro Fonteio'' war un dro gant an [[Allobroged]]<ref>{{la}} «[…] vos Volcarum atque Allobrogum testimoniis non credere timetis?», Cicero, ''Pro Fonteio'', 26</ref>. [[Titus Livius]] ivez a reas meneg anezho en e ''[[Ab Urbe Condita]]'', hag a lavar e tegouezhas [[Hannibal]] gante en daou du d'ar [[Ron]], e [[Galia]], en [[-218|218 kent JK]]<ref>{{la}} «Hannibal ceteris metu aut pretio pacatis iam in Volcarum peruenerat agrum, gentis ualidae. Colunt autem circa utramque ripam Rhodani;» Tite Live, ''Ab Urbe Condita'', XXI, 26.</ref>.
 
[[Skeudenn:Volcae-fr.svg|400px|thumb|right|Troioù ar Volked en Europa]]
 
 
 
=== Volcae Arecomisci ===
Ar Volked Arecomiked a oa o chom e tolead ''[[Nîmes|Nemasus]]'', hag an [[Hérault (stêr)|Hérault]] eo a servije da vevenn etre int hag ar Volked Tektosaged .
 
 
=== Volked Tektosaged ===
An d-Tectosagii a oa ur skourr eus ar Volcae a dremenas dre Makedonia da vont da [[Asia Minor]] war-dro 270 kent JK. Trec'h e voent war ar C'hresianed en [[Emgann Termópilas]] e 279 kent JK .
 
An d-Tectosagii a oa ur skourr eus ar Volcae a dremenas dre Makedonia da vont da [[Asia Minor]] war-dro 270 kent JK. Hervez Strabo e teue an d-Tectosagii eus an tolead m'emañ [[Toloza]], en [[Okitania]].
 
Hervez [[Julius Caesar]], diwar [[Ératosthène]], edo ar Volked Tectosaged o chom er [[goadeg herkinian]], ha dont a raent eus [[Gallia narbonnensis]]. Hiriv e kreder e teuent eus kreisteiz [[Germania]], hag eno eo en em gavjont gant ar C'hermaned <ref>{{de}} Eduard Norden, ''Die germanische Urgeschichte in Tacitus Germania'', B. G. Teubner, Leipzig, 1922, pp. 359</ref>. Diwar an eskemmoù etre Germaned ha Volked e teufe ar ger germanek ''[[Walh]]'', diwar anv ar Volked, roet d'an dud a gomze ur yezh keltiek, ha diwezhatoc'h, ur yezh latin.