Robert Koch : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Mont a reas war studi ar skiantoù naturel ha hini ar [[mezegiezh|vezegiezh]] e Skol-veur [[Göttingen]] ([[Saks-Izel]], en [[Alamagn]] a-vremañ). Unan eus e gelennerien, [[Jakob Henle]] ([[1809]]-[[1885]]), a oa un difenner eus an damkaniezh c'harvevel savet gant [[Louis Pasteur]] ([[1822]]-[[1895]]) e [[1860]]. Mont a reas da eilmezeg ospital [[Hambourg]] da gentañ.
 
Digor a-walc'h e oa e spered peogwir e oa dedennet gant an [[arkeologiezh]], an [[arvevadoniezharvevadouriezh]] hag an [[denoniezh]] ivez.
 
An hini kentañ eo a zeuas a-benn da diñvañ ''[[Bacillus anthracis]]'' ([[1876]]), bakteri eus ar genad ''[[Bacillus]]'' kiriek d'ar [[serk]] kavet e penn-kentañ ar bloavezhioù [[1850]] gant ar skiantourien alaman [[Aloys Pollender]] ha gall [[Pierre Rayer]] ha [[Casimir Davaine]]. Da-geñver an enklaskoù-se e tiorroas meur a deknik nevez evit livañ, tiñvañ hag anavezout an hadennoù.