George Michael : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 7:
== Yaouankiz ==
Georgios Kyriacos Panayiotou a oa bet ganet e [[East Finchley, Londrez]] d'ar [[25 a viz Mezheven]] [[1963]]. An tad, Kyriacos Panayiotou, a oa ur pretiour a orin Gresianek-Chipriek a oa deuet da vevañ e Londrez er bloavezhioù 1950 hag a gemmas e anv gant ar stumm Jack Panos. Mamm George Michael, Lesley Angold (ganet Harrison; 1937–1997), a oa ur gorollerez Saoz. George Michael a dremenas darn e vugaleaj e Kingsbury, Londrez, e ti e dud bet prenet nebeut amzer goude ma voe ganet eñ. Skoliataet e oa bet e [[Kingsbury High School]]. Div c'hoar henañ a oa dezhañ Yioda ha Melanie.
 
Pa oa oadet a zek vloaz ar familh a dilojas betek Radlett, [[Hertfordshire]]. Eno e voe skoliataet George Michael er [[Bushey Meads School]] er gêriadenn nepell [[Bushey]]. Eno e kejas gant Andrew Ridgeley a zeuas da vezañ e gamalad ha gant an amzer an eil ezel d'an duo [[Wham!]].
 
== Liammoù diavez ==
* [http://www.georgemichael.com/ Lec'hienn ofisiel George Michael]