Spont bras : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[FileRestr:Intérieur d'un Comité révolutionnaire sous le régime de la Terreur.jpg|thumb|''Intérieur d'un Comité révolutionnaire sous le régime de la Terreur 1793-1794'' taolenn gant Alexandre-Évariste Fragonard]]
Ar Spont bras a voe ur mare e-pad ar [[Dispac'h gall]] o welet lazhadegoù ramzel hag ur ren [[Lezenn ar re disfiz warno|amreoliek]]. Goustadik eo bet lakaet e-plas, deiziad an enaouadenn a zo disheñvel hervez an istorourien: adal ganedigezh al lezvarnioù dispac'hel e miz Meurzh 1793, lazhadegoù Gwengolo 1792, pe ar c'hentañ pennoù troc'het e Gouhere 1789.
 
Ar gwashañ mare a voe tizhet gant al lazhadegoù goude ma voe bet kemeret ar galloud gant kannaded ar Venezidi (''Les Montagnards'') e 1793, hag a echuo d'an [[28 a viz Gouhere]] [[1794]] (d'an 10 Miz ar wrez bloavezh II), gant kouezhadenn [[Maximilien Robespierre|Robespierre]] ha pa voe dibennet gant darn pennoù e luskad.
[[Restr:LouisXVIExecutionBig.jpg|thumb|Marv [[Loeiz XVI (Bro-C'hall)|Loeiz XVI]]]]
Goude kouezhadenn ar vonarkiez c'hall d'an 10 a viz Eost 1792 hag harzadenn kannaded ar girondins e-pad devezhioù emsav an 31 a viz Mae hag an 2 aviz Even 1793, ar Venezidi a gemer ar galloud ha oenn an Dispac'h gall.