Heñvelrevelezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Dizober kemmoù 1714572 a-berzh 188.244.40.170 (kaozeal)
Linenn 1:
{{Tabut termenadurezh}}
[[Restr:Gay Couple Savv and Pueppi 02.jpg|right|250px|thumb|Heñvelrevelezh]]
An '''heñvelrevelezh''' eo [[Stad-den revel|identelezh (pe ''stad-den'') revel]] an den hag en em sant dedennet ez-reizhel, hag ez-karantezel war un dro, gant tud eus an hevelep [[rev]] hag eñ. Un doare [[unrevelezh]] an hini o neuze.
 
Krouet e oa bet an [[nevezc'her]] ''homosexuell'' en [[alamaneg]] diwar ar gwrizioù [[Gresianeg|gregach]] ''ομο-'' (''homo-''): "heñvel" ha [[latin]]: ''sex(us)-'': "reizh" gant ar skrivagner [[aostria]]t Karl-Maria Kertbeny hag implijet eo bet evit ar wech kentañ en un destenn embannet gantañ, hogen dizanv, e [[1869]]. Diwar an termen alamanek orin-se e oa bet savet e brezhoneg an [[Troidigezh-amprest|droidigezh-amprest]] '''heñvelreizhouriezh''' (pe '''heñvelreizherezh'''). Amañ avat e vez graet kentoc'h gant an termen nevez-krouet ''heñvelrevelezh'' evit diskwel en un doare splann e ra dave d'ur [[Stad-den revel|Stad-den pe identelezh revel]] kentoc'h evit d'un [[tuadur reizhel]].
 
Termenoù all zo c'hoazh hag a c'heller implij, pe arverañ, evit kaozeal eus tud heñvelrevel en un doare pozitivel, pe yael, pe neptuek d'an nebeutañ:
 
* [[Lesbianelezh|Lesbian]]: maouez heñvelrevel;
 
* [[Gae]]: diwar ar [[saozneg]] ''gay'' ("laouen, bliv"), implijet e vez evit ober dave d'un den heñvelrevel, peurliesañ paotred;
 
* [[LGBT]]: termen ledan evit [[Lesbianelezh|'''L'''esbianelezh]], [[Gae|'''G'''ae]], [[Divrevelezh|'''D'''ivrevelezh]] (diwar ar [[saozneg]]: "'''b'''isexual"), [[Treuzrevelezh|'''T'''reuzrevelezh]]
 
Gwechall e veze renket an termen ''heñvelreizhour'' e-touez ar [[Kleñved-spered|c'hleñvedoù-spered]] hag a ranked bezañ pareet, met tennet e oa bet kuit gant [[Aozadur Etrebroadel ar Yec'hed]] (OMS) diouzh Kod Etrebroadel ar C'hleñvedoù [[17 Mae|d'an 17 a viz Mae]] [[1990]].
 
[[Restr:Kartenn Heñvelrevelezh.png|right|300px|thumb|Lezennoù dre ar bed o tennañ d'an heñvelrevelezh dre riez]]
 
Evit meur a relijion eo bet lakaet da [[Pec'hed|bec'hed]] an heñvelrevelezh ha tud all a gred ez eo ar [[stad-den revel]] ur seurt [[tuadur reizhel]] "dibabet" gant hini pe hini ha neuze e c'hellfent chom hep kaout seurt darempredoù "enep-natur" mar fellfe dezhe.
 
N'eo ket sklaer e gwirionez an abegoù a laka an dud da vezañ heñvelrevel, [[Arallrevelezh|arallrevel]], [[Divrevelezh|divrevel]] hag all.
 
Evit ar skiantourion/ezed a-vremañ n'eo ket an heñvelrevelezh un dibab hiniennel hag e-touez an abegoù bevoniel ez eus bet komzet eus perzhioù hilel pe hormonel. Abalamour da se e kredont ivez ne c'hell ket bezañ kemmet revelezh an den-mañ-'n-den daoust ma 'z eus strolladoù, relijiel dreist-holl, a glask "pareañ" tud heñvelrevel evit lakaat anezhe da vezañ arallrevel.
 
Stourmet e e vez e meur a vro evit ma c'hellfe ar c'houbladoù eurediñ rak dre vras eo gwelloc'h evit ur c'houblad bezañ dimezet e-keñver an taosoù a rankont paeañ, an diogelerezhioù, gwirioù war herezh ar pried hag all. Hiziv n'eus nemet peder bro c'hoazh ma vez leusket an dud heñvelrevel da eurediñ da vat: an [[Izelvroioù]], [[Belgia]], [[Spagn]] ha [[Kanada]]. E lec'hioù all ma vez berzet oute dimeziñ ez eo bet krouet kevradoù arbennik (digor da dud arallrevel ivez) great "[[Uniezh keodedel|uniezhioù keodedel]]" oute, met ne deu ket diwar seurt uniezhioù an hevelep giwirioù dres evel evit an dud dimez.
 
Hiziv en darn vrasañ eus broioù ar c'hornôg (Europa ha Norzh Amerika) e teu an heñvelrevezh da vezañ degemeret gwelloc'h-gwellañ gant ar gevredigezh dre vras ha muioc'h-mui e vez kavet broioù gante lezennoù resis bet diorroet evit diogelaat gwirioù an dud heñvelrevel hag evit o gwareziñ diouzh ar feulster hag an gwallziforc'h.
 
E broioù all avat e vez kendalc'het c'hoazh d'o gwalldiforc'hiñ, o vezañ ma c'hell un den bezañ skarzhet diouzh e labour, difennet da zebriñ e lec'hioù zo da skwer abalamour d'e/he [[revelezh]]. E meur a vro ouzhpenn, dreist-holl er broioù ma ren eno ar [[charia]] e c'hell bezañ bac'het ha betek lazhet an den-mañ-den peogwir eo heñvelrevel.
 
Dre vras e c'heller lâret n'o devez ket an dud heñvelrevel an hevelep gwirioù evit an dud [[Arallrevelezh|arallrevel]] en darn vrasañ eus broioù ar bed.
 
== Levrlennadur ==
* ''Par Dibar'', testeni gant [[Yann-Fulub Dupuy]], An Alarc'h embannadurioù, 2006.