Ubisoft : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 20:
Etre miz Kerzu 1998 ha Meurzh 1999, impliji d'an embregerezh Ubisoft a oa emsavet a-enep doareoù an embregerezh en o keñver. Roet o devoa lañs d'ul lec'hienn war ar rouedad anvet Ubi Free ar « c'hentañ sindikad niverennel ». Kalzig pennadoù a oa bet o komz eus ar fed-se er c'hazetennoù e Bro-C'hall dreist-holl, Ubi Free a lakae war-raok en e pennadoù kronikennoù sinet « Albert » doareoù mezhus ha drouk ar management e Ubisoft. Emsavet e oant ivez a-enep doareoù komz an embregerezh a lakae anezho da vezañ evel « bugale », kevratoù labour « bresks », ar paemantoù chomet stanket eus an eurvezhioù labour ouzhpenn, an digempouez etre goproù ar baotred hag ar merc'hed, ha dreist-holl ar vank a aozadurioù evit an eskemmoù en embregerezh. Ul lodenn eus al lec'hienn internet a servije da reiñ an tu da dud an embregerezh, ez-implijidi pe tud eus ar rouedad da skrivañ o fromoù pe testennioù.
 
Pennoù bras an embregerezh Ubisoft o devoa savet « emvodoù eskemm » gant an implijidi, o lakat war-raok aozadur dilennadegoù kannaded an implijidi hag en ur lakaat da dalvezout ar 35 urvezheurvezh. E meurzh 1999, krouerien Ubi Free o devoa lammet al lec'hienn, dre ma soñje dezho o devoa tizhet o c'hefrifi « sevel ar gaoz, ha n'eo ket kemer ar galloud ». Deuet war-raok adal an afer-se, Jérémie Lefebvre, unan eus krouerien Ubi Free, en deus bet embannet ur romant awenet gant e eñvorennoù.
 
== Liammoù diavez ==
* [https://www.ubisoft.com/fr-FR/ {{fr}} Lec'hienn ofisiel]