Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 08, bloaz 2017 : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
Please feel free to forward this event to interested colleagues in your network. If you would like to more then please contact me direct at ewan.mcandrew@ed.ac.uk
Very best regards, [[Implijer:Stinglehammer|Stinglehammer]] ([[Kaozeadenn Implijer:Stinglehammer|kaozeal]]) 23 C'hwe 2017 da 23:30 (UTC)
 
== Galleg en etrefas ==
 
Gallout a reer sikour evit treiñ yezh an etrefas war lec'hienn Translatewiki https://translatewiki.net/, trugarez d'an holl re a zo mat dezho reiñ an dorn. Muioc'h-mui a labour zo pa ne baouezer ket da nevesaat an etrefas ha da zegas gwellaennoù enni. Un dra zo avat. Evit poent, er wikipedia brezhonek, evel en holl wikipediaoù all, pa ne oa ket troet meneg pe veneg e brezhoneg c'hoazh e teue ar c'hemennadennoù war wel e saozneg. A-feur ma vezent troet e vezent erlec'hiet gant ar bommoù brezhonek a zeree. Evel-se eo aet en-dro digudenn abaoe savidigezh ar raktres ouzhpenn 10 vloaz zo bremañ. Nevezenti zo avat, unan eus merourien Translatewiki en deus divizet dre e benn dezhañ e-unan e oamp-ni holl paour-keizh Gallaoued ac'hanomp ha neuze e oamp holl divarrek da gompren saozneg. A zo gwell, war a seblant n'omp ket evit padout gant ar c'hoant da gaout galleg forzh pegement war hor wiki, se zo sañset evit sikour e kemerfe kalz muioc'h a dud perzh en hor wiki ivez... Neuze en deus divizet an den-se cheñch ar reolenn, skarzhañ ar yezh orin ha lakaat galleg e plas dre ziouer evit an holl re a zibab ober gant an etrefas brezhonek bremañ, ha kement-se war holl raktresoù Wikimedia. Ouzhpenn ma kav din n'eo ket da dud diavaez ar raktres da zivizout peseurt yezh a fell deomp gwelet o tont war wel war hor wikioù deomp-ni, ez eus ur bern heuliadoù chalus gant an diviz-se. Raktresoù Wikimedia zo sañset bezañ raktresoù distag eus ar Stadoù, gant se emañ holl yezhoù ar bed er memes par. Gant ar cheñchamant e teu tamm-ha-tamm hor wikioù da vezañ raktresoù a eil renk, dindan askell ar galleg evit kregiñ, dindan askell ar wikipedourien c'hallek un deiz bennak ivez marteze a-walc'h. Rediañ a reer ouzhimp a welet ar bed dre daoulagad ar galleg nemetken ha mirout a reer ouzhimp a vezañ a-live gant ar yezhoù all. Mar fell deoc'h e virfe ar raktresoù brezhonek o emrenerezh ha ma ne fell ket deoc'h e teufe bommoù gallek d'en em silañ dre holl en etrefas, trugarez da lezel ur gerig aze : https://translatewiki.net/wiki/Portal_talk:Br da zisplegañ ne fell ket deomp kaout galleg war hon etrefas (gallout a rit lenn an arguzennerezh). Gallout a rit ivez lezel ur ger war bajenn gaozeal an hini en deus graet war-dro ar cheñchamant (un italian eo) aze : https://translatewiki.net/wiki/User_talk:Nemo_bis
 
Trugarez vras d'an holl