Goulven Salaun : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Goulven Salaun''', genidik eus kichen Kastellin, a oa unan eus pennoù [[Emsavadeg ar Bonedoù ruz|emsavadeg ar paper-timbr]] e 1675 e kêr [[Naoned]]. Krouget e voe e [[leurgêr ar Bouffay]].
== Emsavadeg Naoned ==
Goulven Salaun eo en devoa sonnet ar c'hloc'h-galv e Naoned, e iliz Sainte-Croix e miz Mae 1675 evit gervel ar boblañs da gemer perzh e Emsavadeg ar [[Paper-timbr]] a-enep tailhoù nevez ar roue Loeiz XIV. An tailhoù-se a oa bet saetsavet a-benn degas arc'hant a oa ezhomm evit ar brezel a-enep an Izelvroioù (1672-1678).
== Moustrerezh an emsavadeg ==
Goulven Salaun, mevel paour en un davarn a oa pignet e tour ar gêr evit senniñ ar c'hloc'h-galv. Ar bobl a Naoned a oa bet o freuzañ burevioù ar roue ha plantañ tan er paperioù-timbr. Ur c'higer, ur stripour, ha div vaouez a oa e-penn an emsavadeg hervez mistri ar gwaskadur. Michelle Roux, lesanvet « l'Eveillonne », hag ur vaouez all anvet.
Skampet kuit e oa an holl pennoù e-fin an emsavadeg met klask a oa warno.
== Marv ==
Dug Chaulnes a oa erruet e Naoned d'an 22 a viz Mae 1675 e-plas ar Markiz de Molac gwelet evel re tener. Chaulnes en desped d'an urzhioù na c'houlennas herzel nemet ar pemp a dud gwelet evel pennoù al luskad.
 
Harzet, Goulven Salaun a voe jahinet, ar prosez a badas 2 zevezh ha kondaonet e voe d'ar marv. Krouget e oa bet Goulven Salaun war plasenn Bouffay e-kerzh ar gwaskadenn aozet gant ar galloud roueel.
==Liammoù==
*[http://www.ouest-france.fr/goulven-salaun-christian-troadec-et-bretagne-reunie-lui-rendent-hommage-1717055 Rentañ enor da C'houlven Salaun e 2013 (Ouest-France)]