Korseg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
reizhadennoù
Linenn 33:
 
E [[Korsika]] e vez komzet ar c’horseg, evel-just, hag ivez e norzh [[Sardinia]] (evit a sell ouzh ar rannyezh “pumuntincu”, zo tost a-walc'h d'ar [[gallureg]] ha d’ar [[sasareg]]. N’eus ket pell e roer d'ar c’horseg ur statud a yezh. Er bloavezhioù mil nav c’hant tri-ugent e oad krog da reiñ seurt stadud dezhañ met kalz a yezhoniourien a gav abeg en dra-se. Diouzh o savboent ez eo bet roet ar stadud-se d'ar yezh evit bastañ d'ar goulennoù politikel hag evito n'eo ket un afer yezhoniezh tamm ebet. Renket eo bet ar c’horseg gant an UNESCO e-touez ar yezhoù en arvar da vont da get. Yezhouniourien all, er c’hontrol, a gav dezho ez eo ar c’horseg ur yezh dezhi hec’h-unan, o vezañ m’eo unvan ar rannyezhoù a vez gaet ganto war an enezenn. Tremen hep anavezout un hevelep statud d’ur yezh, hervezo, a dalvez reiñ nebeutoc’h a bouez d’ur yezh a c'hallfe mont da get. Anavezet eo ar c’horseg, e gwirionez, da yezh gant ur reolad etrebroadel [[ISO 639]].
An daou savboent-se a c'haller degemer, evit gwir : diouzh savboent ar strollad yezhoniourien kentañ e vez dalc’het kont eus an dipologiezh (renkadur ar yezhoù), diouzh ar strollad all e vez dalc’het kont eus ar skeudenniñ hag eus ar sevel. Un diskoulm zo bet kavet e [[sokioyezhoniezh]] evit termeniñ ur “yezh” gant [[Heinz Kloss]] (s.o. tipologiezh Heinz Kloss) : ur “[[yezh“yezh drediwar sevel]]”danzen” pe [[Ausbausprache|yezh Ausbau]] (doare sevel distag diouzh an italianeg). Ar c'horseg hag an italianeg avat, gant o frammoù, zo div [[Abstandsprache|yezh Abstand]], da lavaret eo [[yezhoù pell]].
 
== Dasparzh ar rannyezhoù e Korsika ==
Linenn 40:
 
Meur a yezh komzet a vez graet ganto e Korsika : ar [[sartèeg]] - en ur gontañ ar [[sasareg]] hag ar [[gallureg]] - an tavareg, ar c'horseg eus korn-bro Vico- Aiacciu, ar c’horseg a vez komzet e norzh an enezenn (Capicorsu ha Bastia) hag ar rannyezh a vez graet gantañ e [[Venaco]]. Dispartiet int bet e daou strollad : ar [[cismontano]] hag an [[oltramontano]]. Etre 79 ha 89 % eus ar gerioù zo damheñvel enno. Tostoc’h eo ar rannyezh eus Genova a vez komzet e [[Bonifacio]] d’ar rannyezh a vez komzet e Bastia eget ar rannyezhoù all. 78 % eus ar gerioù zo peuzheñvel en div rannyezh-se.
 
 
== Yezh ha sevenadur ==
Linenn 108 ⟶ 107:
|an deiz ||u ghjornu||ou yornou
|}
 
 
== Kartennoù ==