Brezel ar Meurvor Habask (1937-1945) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
 
E-kostez Japan e oa graet gant '''Brezel meur Azia Reter''' (大東亜戦争 '''Dai Tō-A Sensō'''), ur choaz gant ur mennad kuzul meur d'an 10 a viz Kerzu 1941, evit ober eus an div brezel an hini enebet ouzh broioù ar C'hornôg hag an Azia e Sina. An anv-se a voe embannet d'ar bed holl d'an 12 a viz Kerzu, an displegadenn da awen ar brezel a oa hervez Japan da gavout er c'hoant a oa gant broadoù Azia da gaout an dieubidigezh diouzh galloudoù ar C'hornôg. Hent an dieubidigezh a oa da vezañ kavet gant sikour nerzhioù lu [[Sferenn Berzh-mat Azia Reter Meur]]. Pennoù uhel Impalaeriezh Japan a gendeuzas, ar pezh a oa hervezo an darvoud Japan–Shina (日支事変 Nisshi Jihen), gant Brezel meur Azia Reter.
[[Restr:Surrender of American troops at Corregidor.jpg|thumb|Prizonidi brezel stadunanat e [[Corregidor]], [[Filipinez]], Mae 1942]]
 
E-pad [[dalc'hidigezh Japan|dalc'hidigezh milourel Japan]] gant ar Stadoù-Unanet (1945–52), an termenadurioù implijet gant ar japaniz a voe difennet groñs er skridoù ofisiel, met an implijioù maez ofisiel a gendalc'has. Dont a reas da vezañ anvet ar brezel evel Brezel ar Meruvor Habask (太平洋戦争 Taiheiyō Sensō). E Japan, Brezel ar Pemzek vloaz (十五年戦争 Jūgonen Sensō) a vez implijet ivez, kemeret e vez e kont neuze ar mare etre [[Darvoud Mukden]] eus 1931 betek 1945.
== Notennoù ==