Talbenn ar Reter (Eil Brezel-bed) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 15:
 
En desped da vezañ enebet da geñver ideologiezh, [[Trede Reich|Alamagn an Trede Reich]] hag an [[Unvaniezh Soviedel]] a oa displijet bras gant disorc'h ar [[Kentañ Brezel-bed|C'hentañ Brezel-bed]] en o keñver. Ar Rusia Soviedel en devoa kollet douaroù e-leizh e Reter Europa goude sinadur [[Emglev Brest-Litovsk |Emglev Brest-Litovsk]], rediet e oa bet Rusia da vont gant hent goulennoù Alamagn. Kollet e oa bet ganti [[Polonia]], [[Lituania]], [[Estonia]], [[Latvia]] ha [[Finland]] ha roet an tiriadoù-se da nerzhioù kreiz Europa. Pa voe kollet ar brezel gant Alamagn, an douaroù-se a voe tennet hervez pennaennoù [[Kendalc'h Peoc'h Pariz 1919]]. Rusia a oa tapet gant ar [[Brezel diabarzh|brezel-diabarzh]] hag ar Gevredidi n'o devoa ket anzavet ar Gouarnamant Bolchevik, setu penaos ne oa ket bet eus ur c'hannad evit Rusia.
 
An [[Emglev Molotov-Ribbentrop]] a oa bet sinet e miz Eost 1939. Ur feur-emglev nann-argad e oa etre Alamagn an Trede Reich hag an Unvaniezh Soviedel. Ul lodenn guzh a oa hag a embannet e oa ar pal da adsevel Kreiz Europa evel ma oa a-raok ar C'hentañ Brezel-bed o rannañ an dachenn etre Alamagn, URSS. Finland, Estonia, Latvia ha Lituania a oa da zistreiñ dindan beli an Unvaniezh Soviedel, [[Polonia]] ha [[Roumania]] a oa da vezañ rannet etre an daou galloud.
 
== Nerzhioù engouestlet ==