Asta Nielsen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Boulc'hañ
 
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Asta Nielsen''' ganet d'an [[11 a viz Gwengolo]] [[1881]] hag aet da Anaon d'ar [[24 a viz Mae]] [[1972]] a oa un aktourez [[danat]] filmoù mut, unan eus an aktourezed bennañ ar bloavezhioù 1910 deuet da vezañ en he vare un aktourez brudet etrevroadel. 70 eus he filmoù a-ziwar 74 a voe filmet en Alamagn eno e oa graet anezhi '''Die Asta''' (an Asta).
 
Lakaet e veze war-raok e daoulagad bras ha du, e fas evel ur maskl gant tresoù paotr. Nielsen he deus bet dreist-holl roloù maouezed kreñv hag entanet tapet gant darvoudoù fall spontus. Dre ma oa erotek a-walc'h he roloù, filmoù Nielsen a oa bet kontrollet mat er Stadoù-Unanet ha dre-se e oa chomet he darn dianavezet er vro-se. Lakaet e vez war he gont da vezañ treuzfurmet ar c'hoari er sinema dre pellaat diouzh ar c'hoariva evit mont etrezek ur c'hoari gwiroc'h ha soutiloc'h.[1]
 
Nielsen he doa bet savet he studio dezhi e [[Berlin]] e-pad ar bloavezhioù 1920, distroet e oa memestra e [[Danmark]] e 1937 e-pad pignidigezh an [[naziegezh]] en Alamagn. Er bloavezhioù da heuil he ya gant hent an arz didroc'hañ-pegañ ha skrivañ.