Gwerz Kêr Is : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
*E [[Chansons et danses des Bretons]], e 1889.
* Er gelaouenn [[SAV (kelaouenn)|SAV]], niverenn 19 (nevez-amzer 1941), [[Iwan an Diberder|Y. an Diberder]] ha [[Yeun ar Gow|Y. ar Go]] (e sin d'ar mare) a embann un adstumm dindan an titl : ''Gwerz ar Roue Gralon ha Kêr-Iz''. 62 goublad ennañ ; ha c'hoazh laosket eo bet a-gostez koubladoù sellet e-giz « eur greskadenn ». Kinniget eo er mod-mañ : « O veza na gaver ket stank ken, bremañ, gwerz Kêr-Iz, hag o veza ivez eo bet dislivet eun tamm war ''Bleuniou Breiz'' ar bloaz 1889, e lakaomp amañ, da heul, ar werz vrudet, n'eo ket henvel-tre ouz hini Olier Souvestr, hogen heñvel-mil ouz an hini a veze gwerzet gwechall e pardoniou Kerne, e kreiz ar Meneziou Du. »
* E memes niverenn ar gelaouenn, an daou skrivagner a embann un danevell : ''Enezenn Iz goueledet er mor''. Lusket eo ar skrid gant arroudennoù eus ur « gwerz koz ar Grenn-Amzer » (netra resisoc'h), da skouer :
« ''Chanchet eou quys da Ys, ha gardys punysset.
 
''N'en deus ty, na castell, na tourell rebellet :''
 
''Enhy, bras na bihan, unan nen deus manet…''
 
''An mor so dygoret, dyredet do mettou…'' »
* Er memes danevell ar skrivagnerien a veneg ivez ur varzhoneg nevesoc'h a vefe digant ul Laurans Richou (deiziad ebet) :
« ''Gwenole, ma niz mat, assistañs dre ho kras !
 
''Pedit Doue 'vidoun, evit m'en em dennin
 
''Demeus ar mor glas mañ, rak emaoun o veuzin !'' »
 
Sklaer a-walc'h e fell d'an daou skrivagner diskouez pegen kozh ha kreñv e-touez ar Vretoned ar c'hredennoù diwar-benn Kêr Is, feuket ma 'z int bet gant ar ''Santez Dahud'' embannet gant [[Roparz Hemon]] e 1935.
 
==Kanerien==