Reizhiad unanennoù etrebroadel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Istor: + Sina
D →‎Istor: Liamm
Linenn 24:
Diwar disoc'hoù ar studiadenn-se e tivizas an 10{{vet}} CGPM e [[1954]] e vije ret deverañ ur reizhiad etrebroadel eus c'hwec'h unanenn diazez da bourchas evit muzuliañ ar [[gwrezverk]] hag ar skinadur luc'hel ouzhpenn ar c'hementadoù [[mekanikerezh|mekanikel]] hag [[tredanwarellouriezh|elektromagnetek]]. [[Metr]], [[kilogram]], [[eilenn]], [[amper]], an derez [[Kelvin]] (adanvet diwezatoc'h ar c'helvin), hag ar [[candela|c'handela]] e voe ar c'hwec'h unanenn diazez erbedet. E [[1960]] e voe anvet ar reizhiad-se ''reizhiad unanennoù etrebroadel'', berraet en ''SI'' diwar ar galleg ''Le Système International d'Unités'', gant an 11{{vet}} CGPM. Ouzhpennet e voe ar seizhvet unanenn ziazez, ar [[mol]], e [[1970]] gant ar 14{{vet}} CGPM.
 
Hiziv an deiz ez eo ar reizhiad etrebroadel pe ret pe aotreet dre ar bed a-bezh. Meret e vez gant an aozadur anvet [[Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù]] (Bureau International des Poids et Mesures).<ref>{{fr}} [http://www.bipm.org/fr/measurement-units/ ''Bureau international des poids et mesures'']</ref>
 
== Unanennoù ==