Loeiz ar Pelleter : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Un den a relijion hag a studi eo bet [[Loeiz ar Pelleter]], bet ganet [[Le Mans|er Mañs]] e [[1663]] ha marvet en [[Abati Sant Wennole Landevenneg|abati Landevenneg]] e [[1733]]. Savet en deus ur geriadur [[etimologiezh|etimologel]] brezhoneg-galleg a chomas e stumm ur [[dornskrid]], bloaziet eus [[1716]], a-raok dezhañ bezañ adkavet gant [[Pêr-Hiasint Moris]], [[manac'h]] [[Urzh sant Benead|beneat]] evel ar Pelleter, hag embannet e [[1752]], 20 vloaz-rik war-lerc'h embannidigezh geriadur [[Gregor Rostren]]. Klokoc'h eo an [[dornskrid]] eus 1716 eget al levr bet embannet goude e varv e [[1752]]. E rakskrid e c'heriadur e sav ar Pelleter a-enep d'ar yezh komzet pe skrivet alies gant ar vourc'hizien ha kêriz. Rebech a ra dezho komz ur yezh fall enni gerioù galleg e-leizh : ''breton bourgeois'', pe ''breton des villes, c'est à dire du françois terminé ou ajusté à la prononciation bretonnesque''.
 
Hag eñ manac'h stag ouzh kenvreuriezh veneat [[Saint-Maur]], ez eas da [[Landevenneg]] e [[1725]] ha goude da [[abati Lokmazhe Penn-ar-Bed]] e-pad eizh vloaz. [[Levraouegour]] Landevenneg eo bet a-hed e vuhez manac'h-pad.
 
Gant ar Pelleter e voe eilskrivet an darn eus geriadur Harinkin zo deuet betek ennomp; geriadur Harinkin a oa bet implijet gant [[Gregor Rostren]] evel meneget gantañ en e rakskrid, met ne chom anezhañ nemet ar pezh a oa bet dalc'het gant ar Pelleter. Aozet hag adembannet eo bet ar pezh a chom eus oberenn Harinkin gant [[Gwenole ar Menn]] e 1979. Echuet eo bet dornskrid ar Pelleter e 1716 hag embannet geriadur Gregor e 1732. Gregor a lavar en e rakskrid eo bet daouzek vloazo labourat e-pad odaouzek labouratvloaz war e c'heriadur a voe kroget e-tro 1720 neuze, pevar bloaz goude savidigezh dornskrid e c'heriadur gant ar Pelleter. Ne seblant ket geriadur Harinkin bezañ bet moullet. Goulakaat a c'haller ober neuze e voe prestet dornskrid geriadur Harinkin da Gregor a Rostrenenn gant ar Pelleter daoust ma n'eus [[prouenn]] ebet a gement-se.
 
Ur skouerenn eus geriadur ar Pelleter zo e [[levraoueg Roazhon]].