'''Kilo''' (simbolaroueziet '''k''') zo ur [[Rakgerioù ar sistem unanennoù etrebroadel|rakger eus ar sistem etrebroadel]] ([[Sistem unanennoù etrebroadel|SI]]) a dalv 10<sup>3</sup>, peda lavarout eo c'hoazh mil. Dre se e talv ar ''c'hilometr'' 1 000 metr, ar ''c'hilovolt'' 1 000 volt, hag all.
Kinniget e oa bet gant [[Akademiezh ar skiantoù]] ha lakaet da ofisiel ere Frañs[[Bro-C'hall]] gant lezenn ar [[7 Ebrel|7 a viz Ebrel]] [[1795]].
Dont a ra eus ar [[gresianeg]] χίλιοι a sinifi ''mil''.
Er yezh pemdez e vez graet gant ''kilo'' e-lec'h [[kilogram]].
En [[Unanennoù muzuliañ en urzhiataerezh|urzhiataerezh]] e talv ar [[Kiloeizhad|Ke]] (e saozneg kb, a-wezhioù kB, kb pe KB, evit ''kilobyte''; e galleg ko pe Ko evit ''kilooctet'') ent direizh 1 024 (pe 2<sup>10</sup>) eizhad ha n'eo ket mil. Pa dalv ''kilo'' 1024 ez eus kustum da skrivañ '''K''' e-lec'h '''k'''. Ne vez ket graet ar c'hemm-se evit al lieskementoù all eus [[mil]].
Evit reizhañ ar gudenn-se ez eus bet kinniget gant [[KomisionBodad etrebroadel an elektronik[[Elektronek]] ober gant ar [[rakger binarel]] '''''kibi''''' ha gant ar ''c'hibieizhad'' (''kibioctet'', ''kibibyte'').