Maximianus Herculius : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D All info is kept in Wikidata / removied deleted template, removed: {{Liamm PuB|en}} (2), {{Link GA|es}} (2) using AWB (10902) |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 1:
'''Marcus Aurelius Valerius Maximianus Herculius''' (war-dro 250 - Gouhere 310), pe '''Maximianus Herculius''' (pe '''Maximianus'''), a oa [[Caesar]] (pe kenimpalaer) adalek miz Gouhere 285, hag Augustus adalek ar [[1añ a viz Ebrel]] 286 betek ar [[1añ a viz Mae]] 305.
Kenimpalaer hag Augustus e oa war un dro gant [[Diocletianus]], a oa a-us dezhañ,
E [[Trier]] edo kêr-benn Maximianus
Da ziwall aodoù mor Breizh en devoa anvet ar Galian [[Carausius]]. En em sevel a reas hennezh e 286, ha disrannañ a reas [[Enez Vreizh]] diouzh gwalarn Galia. En aner e klaskas Maximianus trec'hiñ war Carausius, ha distrujet e voe e vorlu en 289 pe 290. Letanant Maximianus, [[Constantius Chlorus]], a reas un droiad-vrezel a-enep warlerc'hiad Carausius, [[Allectus]] e anv, tra ma oa Maximianus oc'h en em gannañ war lez ar Roen. Trec'het e voe Allectus en 296, ha diskenn a reas Maximianus war-du ar c'hreisteiz da stourm ouzh ar vorlaeron maures en [[Hispania]] hag argadegoù ar Verbered en
Emvodadeg a voe gant an impalaerien e Carnuntum ha rediet e voe Maximianus gant
E deroù 310 e klaskas Maximianus kemer lec'h Constantinus tra ma oa o vrezelekaat war lez ar Roen. Nemet sikour ebet ne gavas, pe dost, ha tapet e voe gant Constantinus e Marseille. En em lazhañ a reas en hañvezh ar bloaz 310 war urzh Constantinus. E-pad ar brezel graet gant an impalaer nevez da Maxentius e voe tennet skeudenn Maximianus eus an holl lec'hioù foran. <br />
|