Schutzstaffel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
Ar ''Schutzstaffel'' pe ''SS'' (ger [[Alamaneg|alamanek]] a dalv kement ha ''bagadoù-gwareziñ'') a oa anezho un aozadur armeheñvel stag ouzh ar [[Strollad Broadel Sokialour Labourerion Alamagn|strollad nazi]].
 
Krouet e oant bet e [[1925]], e-kichen ar ''Sturmabteilung'' (''[[SA]]'') a oa difenn warne, a-benn bezañ gwarded personel [[Adolf Hitler]] ha gwareziñ bodadegoù ar strollad[[Strollad nazi]].
 
D'an 6 a viz Genver [[1929]], e voe anvet [[Heinrich Himmler]] gant Hitler evel rener ar bagadoù, ha ne oa nemet 280 a dud dindanañ d'an ampoent. E dibenn ar bloavezh 1932 e oa 52.000 a dud er bagadoù-se. Bloaz war-lerc'h e oa 209.000 ezel.
== Renkoù hag ardamezioù ==
* ''Pennad spisoc'h: [[Unwiskoù hag ardamezioù ar Schutzstaffel]]''
Ar re SS o devoa savet o simboloù dezho gant lidoù, renkoù, unwiskoù evit diforc'hiañ anezho diouzh an holl aozadurioù Nazi all ha diouzh ar Stad Alaman. A-raok 1929, an SS a zouge ar memes unwisk gell evit re an [[SA]]. Ar c'hemm nemetañ a oa ur gravatenn zu hag ur gasketenn memes liv gant simbol an [[Totenkopf]] (penn marv) hag ar simboloù eskern ha klopenn. Ret e oa bet gortoz 1932 evit ma vefe douget ganto unwiskoù du nemetken. E 1935, an aozadurioù stummañ stourm e SS a groge da implij unwiskoù griz-gell ([[feldgrau]]) evit ar vuhez a pemdez. An SS o devoa bet savet o unwiskoù stourm dezho o-unan, ar re-se a oa modern-tre evit ar mare hag a chom un awen hiziv-an-deiz c'hoazh evit an unwiskoù dreist-holl en Alamagn hag Europa. Ar re gentañ e oant bet o ijinañ mantili hag unwiskoù tok-houarn a c'helle bezañ cheñchet tu evit kaout meur a douellaozadur gant ar memes unwisk. An unwiskoù a oa bet savet gant aotreoù ispisial e kantadoù a embregerezhioù disheñvel. Ul lod eus al labourerien a oa bet prizonidi brezel rediet da labourat. Kalz unwiskoù a voe savet er [[KampoùKamp-bac'h nazi|c'hampoù-bac'h]] a feur ma rede an [[Eil Brezel-bed]] hag e vanke dornoù labour.
 
Hitler hag an [[NSDAP]] a oa mestr war ar simboloù evit badaouiñ pe kendrec'hiñ rbasbras an dud.
[[Rummad:Naziegezh]]
[[Rummad:Schutzstaffel]]