Sened-Iliz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Ar '''Senedoù-Iliz''' a zo emvodoù meur en Ilizoù [[Kristeniezh|kristen]] evit resisaat poentoù eus an dogm hag aozadur an Iliz. Seizh a zo anavezet gant an teir familh Ilizoù kristen pennañ : [[Iliz Ortodoks|Reizhkredouriezh]], [[Iliz katolik roman]], [[Protestantiezh]].
 
Sañset e vez pedet holl [[eskob|eskibien]] ar bed kristen (da lavaret eo an ''oikumènè'' e gresianeg, diwar-se e teu an anv gallek ''concile oecuménique'') evit tabutal war ar poentoù-se ha resisaat kelenn an Iliz. Dalc'het he deus an Iliz katolik ar boaz d'ober Senedoù-meur met ne gontont ket e-touez ar Senedoù-Iliz.
 
=== Ar Seizh Sened-Iliz ===
Kaset eo ar Senedoù-Iliz-se diwar goulenn an [[Impalaeriezh Roman ar Reter|Impalaer]] evit renkañ kelenn an Iliz war ar [[Jezuz Krist|C'hrist]] pe poentoù all. N'int ket anavezet gant an holl Ilizoù er Reter.
# '''Nikaia I''' e 325.
# '''Kêrgustentin I''' e 381.
# '''Efezos''' e 431.
# '''C'halkedon''' e 451.
# '''Kêrgustentin II''' e 553.
# '''Kêrgustentin III''' e 680-681.
# '''Nikaia II''' e 787.