Sened-Iliz : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 14:
# '''Kêrgustentin III''' e 680-681. Goulennet gant [[Kustentin V]]. Dislavaret ha kondaoniñ a ra ar ''monothelited'' a grede ne oa nemet ur ''youl'' hag un ''nerzh'' er C'hrist daoust d'e zaou natur. <br /> Kendalc'het eo ar Sened-Iliz gant unan all e 691 diwar goulenn [[Justinian II]] evit klokaat hini Kêrgustentin III, ha labourat war poentoù ar reolenn (oad ar veleien, implij an ikonoù).
# '''Nikaia II''' e 787. Goulennet gant [[Irena ag Athina]]. Kadarnaat a ra ne vez azeulet an ikonoù met d'an dudenn livet warno. Ober a ra un diforc'h etre azeuliñ Doue ha kehelañ an ikonoù. Kondaonet eo an [[Ikonoklasmiezh|ikonoklasted]] evit bezañ nac'het e oa enkarnet Doue.
 
=== Degemer ar Senedoù-Iliz ===
N'eus nemet ar seizh Sened kinniget a-us a zo gwelet evel Senedoù-Iliz kar goulennet e oa bet gant an holl eskibien dont, daoust ma oa deuet muioc'h eus ar reter eget eus ar C'hornôg hag int anavezet gant teir familh pennañ ar Gristened.
 
Goude an troc'h etre Iliz [[Iliz ortodoks|Kêrgustentin]) hag Iliz [[Iliz katolik roman|Roma]] etre [[800]] ha [[1054]] ez eus bet dalc'het Senedoù-meur gant Roma anvet ''Senedoù-Iliz'' ganto met pas gant Kristened ar Reter a zalc'hed ivez emvodoù-meur hep reiñ an anv ''Sened-Iliz'' peogwir ne oa ket pedet an holl eskibien hag e oa torret unvaniezh ar bed kristen hervezo. Se zo kaoz e vez lesanvet an Iliz reizhkredour ''Iliz ar Seizh Sened-Iliz'' a-wezhioù abalamour ma vez anavezet 21 "Sened-Iliz" gant a gatoliked.
 
Ar Brotestantiz a zegemer ivez disoc'hoù ar seizh Sened-Iliz.
 
Gant un darn eus Kristened ar Reter ne vez ket anavezet disoc'hoù Senedoù-Iliz zo. Ilizoù hengoun Siria eo (nestorianezh) hag re hengoun ar reter (Kopted en o zouez) a zo monofizisted.
 
[[Rummad:Kristeniezh]]