Irish Republican Army : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
An '''Irish Republican Army''' (''Lu Republikan Iwerzhon'') pe '''Óglaigh na hÉireann''' en iwerzhoneg, a-wechoù anvet Old IRA (IRA kozh), a zo un anv implijet gant kalz a gevredigezhioù stourm milourel disheñvel en [[Iwerzhon]]. An IRA a oa ur gevredigezh dispac'hel milourel adaozet gant izili eus an [[Irish Volunteers]] e [[1919]] gant an [[Dáil Éireann]] evel arme ofisiel republik Iwerzhon. Krouet eo bet an arme en un doare arouezel e-pad [[emsavadeg Pask]] e [[1916]]. Memes voe kenaozet evit gwir nemet diwezhatoc'h gant an Dáil. En [[iwerzhoneg]] ez eo anvet [[Óglaigh na hÉireann]].
[[Restr:Anglo-Irish Treaty signatures.gif|thumb|Skrid an Emglev Iwerzhonat-Saoz]]
Petra bennak ma'z eo bet adkemeret an anv gant un niver bras a gevredigezhioù milourel, ne vez ket anzavet ar memes statud eget hini en oa e-pad ar bloavezhioù 20 en [[Iwerzhon]]. Goude sinadeg ar feur-emglev etre Republik Iwerzhon hag ar Rouantelezh-Unanet e [[1921]], an izili eus an IRA hag a oa a-du gant ar feur-skrid en em ouestlas e-barzh an arme broadel, an [[National Army (Iwerzhon)|National Army]], nevez krouet gant [[Michael Collins]], penn an IRA.
 
Darn izili an IRA a oa enebet d'an emglev. An IRA enep feur-emglev a oa bet o emsevel a-enep lu ar Stad nevez savet ar Free State Army. Ur brezel diabarzh e voe neuze etre 1922 ha 1923, ar pal a oa evit an IRA da grouiñ ur republik iwerzhonat gant tiriad an enezenn a-bezh ha dieub ouzh Bro-Saoz. Kollet e oa bet ar brezel diabarzh gant ar re enep feur-emglev. En desped da-se ar strollad a oa chomet bev met kuzh o soñjal un deiz da ziskar gouarnamant Republik Iwerzhon kement hag hini [[Norzhiwerzhon]] o vont betek penn gant Disklêriadur ar Republik e 1916.
[[Restr:Prisoner (6417469255).jpg|thumb|Prizonidi eus an Irish Republican Army enebet d'an emglev gant Bro-Saoz ambrouget gant soudarded an [[National Army (Iwerzhon)|National Army]], diaz al lu nevez a oa ez tud eus an IRA ivez.]]
[[Rummad:Istor Iwerzhon]]