Katalonia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 120:
===Relijionoù===
Ez-istorel eo kristen ar Gatalaniz, katolik zoken, met abaoe ar bloavezhioù 1980 e weler un tech da ziskar ar gristenelezh ha da gresk an nann-relijiel (agnostisism pe diouzeelegezh). Hervez ur studiadenn bet graet gant gouarnamant Katalonia, 56.5% eus ar Gatalaniz en em wel c'hoazh evel kristen, en o zouez 52.4% a gatoliked, 2.5% a brotestanted hag evañjelisted, 1.2% a reizhkredourien ha 0.4% a Destoù Jehovah. 18.2% eus ar boblañs en en em wel evel tud dizoue, 12% evel agnostik, 7.3% evel muzulmaned, 1.3% evel boudisted ha an 2.3% eus relijionoù all.<ref>https://web.archive.org/web/20170926184822/http://governacio.gencat.cat/web/.content/afers_religiosos/documents/Mapa_2014/Barometre2014_resultats.pdf</ref>
 
===Yezhoù===
[[File:Paisos catalans.svg|thumb|Tachennoù [[Katalaneg|katalanek]] en Europa]]
Hervez sontadeg yezhel gouarnamant Katalonia, graet e 2013, eo ar [[Kastilhaneg|c'hastilhaneg]] ar yezh muiañ komzet e Katalonia, gant 46,53% o lavaret eo o yezh dezho, heuliet gant ar [[Katalaneg|c'hatalaneg]], gant 37,26% o lavaret eo o yezh. War ar pemdez e lavar 11,95% eus an dud e implijont an div yezh kement ha kement padal ez eus 45,92% a lavar e implijont kastilhaneg kentoc'h ha 35,54% a implij kentoc'h ar c'hatalaneg. Un diforc'h bras a zo etre takad Barcelona-Tarragona ma vez klevet kastilhaneg kentoc'h hag an takadoù war ar maez a zo katalaneg o yezh bennañ.
 
==Istor==