Vandaled : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
liamm diabarzh
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 13:
== Treuztiriadegoù ar C’hermaned ([[406]]–[[439]]) ==
 
Gant an [[Huned]] o vont war-raok, e deroù ar [[Vvet kantved]], e voe kaset ar Vandaled kuit eus o douaroù. A-gevret gant ar [[Suebed]] hag an [[Alaned]], ez ejont war-zu ar c’hornôg, war-zu lodenn uhelañ ar stêr [[Roen]]. Eno e voe ret dezho chom a-sav ur pennad e-harz al ''[[limes]]'' roman (linennoù difenn an Impalaeriezh). Hervez ar vojenn e voe treuzet ganto ar stêr Roen skornet e-pad nozvezh an 31 a viz Kerzu [[406]] (e gwirionez e voent meur a zevezh o treuziñ ar stêr hag al ''limes''). Aloubet e voe [[Galia]] ganto. Eno o devoe bec’h gant ar Romaned hag o skoazellerien [[Franked]] ha [[Germaned]] all a oa e servij an Impalaeriezh. Met lakaet e voe ar vro en arigrap ganto. Ne chomjont ket gwall bell avat ha mont a rejont pelloc’h, gant ar [[Suebed]] hag an [[Alaned]] atav. E [[409]] ez errujont en [[Hispania]].
 
=== E Spagn ([[409]]–[[429]]) ===