Morlu Impalaeriezh Rusia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 9:
E-pad ren an Tsar [[Mikael Iañ Rusia|Mikael Iañ]] (Mikhail Fyodorovich Romanov) e voe savet ar c'hentañ teirgwern rusian e 1636. Saverien bigi eus [[Danmark]] diazezet en [[Holstein]] o devoa savet ar vag e [[Balakhna]]. Heuliet o devoa tresoù european ar mare. Ar vag a voe advadezet Frederick; e-pad ar veaj digoradur war [[Mor Kaspia]]. Siwazh evit an impalaeriezh, ar vag a voe tapet en ur gorventenn spontus ha kollet e voe er mor. Ne vez ket kemeret ar bloavezh 1636 evel hini krouidigezh morlu impalaeriezh Rusia rak ar vag Frederick a oa dindan sujidigezh [[Dugelezh Schleswig-Holstein-Gottorp]] ha ket hini Rusia. Ouzhpenn-se e oa bet savet gant sikour hag arc'hant Holstein, ne oa nemet an danvezioù diazez a oa rusian.
 
E-pad ar brezel [[Rusian-Svedat, 1656-1658]], nerzhioù lu Rusia o devoa aloubet kreñvlec'hioù Dünaburg ha Kokenhusen e kronôg [[Daugava]]. An hini koshañ a voe advadeziet Borisoglebsk hag an hini all Tsarevich-Dmitriyev. Ur boyar anvet [[Afanasy Ordin-Nashchokin]] a gavas un arsenailh e kreñvlec'h Tsarevich-Dmitriev ha kerkent e krogas da sevel bigi evit bageal war ar [[Mor Baltek]]. E 1661, Rusia en devoa kollet an tiriadoù-se ha reoù all dre [[feur-emglev Cardis]]. Rusia a oa savet a-du gant rentañ an holl tiriadoù svedat aloubet, distrujet e voe an holl bigi savet e Tsarevich-Dmitriev.
[[Rummad:Armeoù Rusia]]
[[Rummad:Morluioù]]