Emgann Milne Bay : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 2:
'''Emgann Milne Bay''', '''Battle of Milne Bay''' anavezet ivez evel '''Operation RE''' pe '''emgann Rabi''' (ラビの戦い) evit Japaniz, a voe un emgann e-pad an [[Eil Brezel-bed]] war dachenn [[Brezel ar Meurvor Habask (1937-1945)|Brezel ar Meurvor Habask]]. Padet e oa etre ar [[25 a viz Eost]] hag ar [[7 a viz Gwengolo]] [[1942]] hag ennañ e oa enebet lu Stadoù-Unanet Amerika ha [[Australian Army|lu Aostralia]], hag ar vegenn eus [[Morlu impalaeriezh Japan]] anvet [[Kaigun Tokubetsu Rikusentai]]. Un trec'h e voe evit ar [[Kevredidi an Eil Brezel-bed|Gevredidi]].
[[Restr:Japanese type 95 tank at Milne Bay.jpg|thumb|Tank japanat [[Type 95 Ha-Go]] distrujet.]]
Nerzhioù Japan, harpet gant daou dank lijer, a dagas daou aerborzh lec'hiet e [[Bae Milne]] e Reter [[Ginea Nevez]]. Dre titouroù fall ar spierezh,Japaniz ar japaniz ne oant ket kelaouet e oa kreñv ar gwarnizon aostralian, soñjal a rae dezho ne oa difennet an aerborzhioù nemet gant teir c'hompagnunezh (war-dro 280 soudard).
 
Dilestret e voe ganto da gentañ penn ur batailhon (800 soudard) d'ar [[25 a viz Eost]] [[1942]]. Ar Gevredidi, dre ar spierezh [[Ultra]], a ouie e vefe eus an dilestradeg hag an nerzhioù o tont. Dre-se e oa bet brasaet ar gwarnizon ha prientet difennoù kreñv.
 
En desped da vezañ taget kreñv war al lec'h dilestrañ, pa oa erruet an nerzh bihan, e voe taget gant kirri-nij brezel kevredet. Ul lodenn eus an nerzh-kasjapanat a oa bet distrujet a-raok dilestrañ a-dreñv lec'hioù difenn al lu aostralian.
 
JapanizAr japaniz a gendalc'has an dagadenn memestra en ur redek buan er janglenn ha mont war-zu an aerborzhioù evel rakwelet. Stourmoù taer a voe etre int ha bezenoù Aostralia, ar re-se o vezañ kentañ linenn difenn ar Gevredidi. Bountet e voe warno ha rediet e voent da gilañ, met kaset e voe un harp dic'hortoz dad'ar Japaniz, ar [[Second Australian Imperial Force]] savet gant soudarded arbennikaet mat. Gant sikour an harp-se ha mestroni an oabl ar Gevredidi a dale ouzh an tagadennoù lies.
[[Restr:SNLF, 5th Sasebo, Lt Colonel Hatsuo Tsukamoto leading charge, Neu Guinea 1942.jpg|thumb|Argadenn gant ar [[Kaigun Tokubetsu Rikusentai]] e Ginea Nevez e 1942.]]
O vezañ beuzet gant un niver uheloc'h a difennerien, hep harp ha gant kolloù kalz brasoc'h evit raksoñjet, morlu impalaeriezh Japan a voe rediet da skampañ kuit. Un nebeud soudarded eus [[Japan]] a gendalc'has ar stourm betek ar [[7 a viz Gwengolo]] [[1942]].
 
[[Rummad:Istor milourel Japan]]