João VI : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 34:
 
=== Goude Napoleon ===
E 1811 e voe dieubet Portugal diouzh an arme c'hall. Met João VI ne fellas ket dezhaéndezhañ distreiñ da Europa.
D'ar 16 a viz Kerzu 1815, ec'h embannas savidigezh « Rouantelezh unanet Portugal, Brazil hag an Algarvoù ». Gant kement-se e oa kreñvaet lec'h Brazil e-kreiz ar bed portugalat. E 1816, goude marv e vamm [[Maria Iañ]], e Portugal, e teuas ar rejant da vout roue. Ha bec'h warnañ: e Portugal e felle d'an dud e teuje en-dro, hag e Brazil ne felle ket dezho e lezel da vont kuit ha dont da vezañ un drevadenn adarre. A-benn ar fin e tistroas João VI gant e lez da Lisboa d'an 3 a viz Gouhere 1821, goude envel ar priñs Pedro da rejant Brazil.
 
En Europa, bec'h bepred. Tabut a oa etre ar frankizourien hag ar virourien, hag ouzhpenn ne baoueze ket e wreg spagnol da irienniñ hag o darempred da vont war fallaat. E-keit-se edo ar vroadelouriezh o vont war greñvaat e Brazil ken e welas e vab oc'h embann dizalc'hted e vro nevez d'ar 7 a viz Gwengolo 1822.
 
Gant [[feur-emglev Rio de Janeiro]] e 1825 e oa bet anavezet dizalc'hted Brazil, hag anvet e oa bet João VI da [[impalaer Brazil]], met e vab henañ, an impalaer [[Pedro Iañ]], an hini a oa e penn ar vro e gwirionez. C'hwec'h miz goude e varvas João, hep bezañ sklaeraet afer hêrezh ar gurunenn.
 
<!--
 
Contraint à reconnaître la sécession brésilienne en 1825, Jean VI est néanmoins proclamé empereur titulaire du pays par la même occasion. Six mois plus tard, le souverain s'éteint dans des conditions mystérieuses, sans que sa succession soit réellement assurée, ouvrant ainsi la voie à une longue crise successorale.
-->
 
== E vugale ==