Emgann Valmy : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Abaoe disklêriadur brezel ar vodadeg broadel lezennel da impalaer an [[Impalaeriezh Roman Santel|Impalaeriezh Roman Santel German]] [[Frañsez Iañ (impalaer an Impalaeriezh Santel Roman German)|Frañsez Iañ]], an [[20 a viz Ebrel]] [[1792]], an armeoù gall a oa o koll dibaouez e Belgia. Lod rejimantoù soudarded a lazhe o ofiserien hag a derc'he diouzh an talbenn.
 
An nerzhioù enep-reveulzier a oa o prest da aloubiñ Bro-C'hall : ul lu a 150 000 soudard savet gant soudarded eus Prusia, Aostria, hag eus an [[Landgraf Hesse-Cassel |Hesse-Cassel]], gant un harp a 20 000 divroad, a zo o vont war-raok ha ledet war an holl harzoù, eteetre [[Dukark]] ha bro [[Suis]]. E-penn al lu e-kaver Duk Brunswick, kannad [[Frederick Wilhelm II]].
 
Pal al lu hag ar c'homandant a zo da dizhout Pariz evit dieubiñ [[Loeiz XVI (Bro-C'hall)|Loeiz XVI]]. [[Manifest Brunswick]] a embann e vo distrujoù er gêr hag kolloù evit ar vodadeg ma vefe graet torfed d'ar roue. Setu penaos e voe taget palez an Tuileries d'an [[10 a viz Eost]] 1792, Loeiz XVI a zo disklêriet "arsavet"
 
D'an 12 a viz Eost er sav-heol e vez aloubet tiriad Bro-C'hall gant troadegiezh lijer [[Prusia]]. D'ar 15, arme Prusia a zo etre [[Sierck-les-Bains|Sierck]] ha [[Luksembourg]]. Ar jeneral Clairfayt, e-penn an aostrianed, a droc'h an hentoù etre [[Longwy]] ha [[Montmédy]]. D'an 19, 22 000 aostrian a dag Fontoy ar marechal [[Nicolas Luckner|Luckner]]. D'an 23, goude ur ganoliadeg tri devezh, Longwy a godian. Mont a reont goude-se goustadik war-zu [[Verdun]]. Ar c'horonel [[Nicolas-Joseph Beaurepaire|Beaurepaire]] a zo e-karg difennerezh dibosubl ar plas, a zo sabatuet gant laoskentez ar c'huzul-kêr a fell dezhañ kodianañ. Kemer a ra ur bistolenn hag emlazhañ. [[François Séverin Marceau]] hag en doa ober evel Beaurepaire ha mervel er gêr, a godianas d'an [[3 a viz Gwengolo]] [[1792]], goude trec'hidigezh an 20 a viz Eost. Kollet en deus pep tra, e arc'hant, kezeg hag ekipajoù.
 
« Que voulez-vous qu’on vous rende ? » en devoa goulennet ur c'hannad poblek.
 
– « Un autre sabre pour venger notre défaite ».
 
Goude kodianidigezh kreñvlec'h Verdun d'an 2 a viz Gwengolo, hent Pariz a zo dieub. Lod ministred a derc'h diouzh ar gêr-benn memes devezh, met Danton a embann d'ar vodadeg vroadel: « Pour les vaincre, Messieurs, il nous faut de l'audace, encore de l'audace, toujours de l'audace, et la France est sauvée ».
 
Pennoù an armeoù c'hall a vez gwelet evel treitourien ; setu penaos, a-raok ma vefe kroget gant un argadenn, tri arme rochambeau, de Lafayette ha Luckner a zo dasparzhet etre ar jeneraled Dumouriez ha Kellermann.
 
[[Restr:Battle of Valmy map.jpg|thumb|300px|Kartenn Emgann Valmy]]