Việt Minh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
'''Việt Minh''', '''Viet-Minh''', '''Viêt-Minh''' pe '''Vietminh''', berradur eus '''Việt Nam Độc Lập Đồng Minh Hội''' "Kevread evit Dizalc'hiezh Viêt Nam", a oa ur c'hevread broadel evit dizalc'hiezh [[Viêt Nam]] savet e [[Pác Bó]] d'an [[19 a viz Mae]] [[1941]].<br>
Ar ''Việt Nam Độc Lập Đồng Minh Hội'' a oa bet ganet e [[Nanjing]], [[Sina]], etre miz Eost [[1935]] ha fin ar bloavezh [[1936]] pa voe kavet an tu gant broadelourien nann-[[Komunouriezh|komunour]] Viêt Nam da gejañ gant holl nerzhioù broadelour ar vro evit sevel un talbenn unvan enep-impalaeriel.
[[Restr:Giap-Ho.jpg|[[Võ Nguyên Giáp]] hag [[Hô Chi Minh]] e 1942]]
 
An aozadur a gouezas goustadik en e boull betek ma voe adlañset da vat gant ar Strollad Komunour Indezat-sinat, [[Hồ Chí Minh]] en e benn e [[1941]]. Ar Việt Minh en em roas evel pal pennañ deubiñ ar vro diouzh an Impalaeriezh Trevadennel C'hall. E-pad an [[Eil Brezel-bed]], ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]] kement ha [[Republik Sina]] a roas harp d'ar Viêt Minh a-enep an alouberien [[Japan|japanat]]. Goude ar Brezel-bed, pa grogas ar stourm a-enep an drevadennerien c'hall, e voe harpet ar C'hallaoued gant SUA a-enep ar Viêt Minh. Ur wech kollet ar [[Brezel Indez-Sina|brezel]] gant ar C'hallaoued en em gavas ar Viêt Minh o stourm kement a-enep nerzhioù [[Stadoù-Unanet Amerika|SUA]] evit re [[Republik Su Vietnam]].