Việt Minh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 8:
E-pad an Eil Brezel-bed, [[Impalaeriezh Japan]] a aloubas an trevadennoù c'hall indez-sinaat. Ar Viêt Minh a stourmas a-enep Japaniz hag ivez a-enep an nerzhioù C'hall a oa chomet evit derc'hel an trevadennoù. E dibenn ar bloavezh [[1944]], ar Viêt Minh a embanne bodañ 500 000 a izili, 200 000 anezho en [[Tonkin]], 150 000 en [[Annam]] ha 150 000 e [[Kochinchina]]. Pa godianas Japan e miz Eost [[1945]] e roas he beli war lod savadurioù foran betek reiñ lod eus hec'h armoù tapet digant al lu c'hall d'ar Việt Minh, a oa renet gant Hồ Chí Minh. Ar pal a oa lakaat pennoù broadelour Viêt Nam da stourm a-enep an drevadennerien c'hall. Lod soudarded [[Lu Impalaeriezh Japan]] a emezelas er Viêt Minh evit reiñ o harp d'ar stourm dieubidigezh e-ser distreiñ da Japan.
[[Restr:1stIndochinaWar005.jpg|thumb|[[9 a viz Here]] [[1954]] : dibunadeg seder soudarded ar Viêt Minh e [[Hanoi]]]]
[[Restr:Vittoria a Dien Bien Phu.jpg|thumb|Trec'h e-pad [[Emgann Điện Biên Phủ|Emgann Dien Bien Phu]] ([[7 a viz Mae]] [[1954]]) soudarded ar Việt Minh o hejañ o banniel.]]
== Viêt-Minh ha Breizh ==
E Breizh, ar vroadelourien eus al luskad [[Breiz Atao]] a glaskas reiñ o harp d'ar Viêt Minh dre ur santimant enepgall. Er gazetenn ''[[Breiz Atao (kazetenn)|Breiz Atao]]'' e voe embannet neuze pennadoù a harpe dieubidigezh Viêt Nam pe a roe meul d'ar vroadelourien a oa o stourm eno evit o frankiz. [[Célestin Lainé]], er [[bloavezhioù 1950]], a roas un harp milourel dezho. Ul liamm a vez graet etre an trevadennoù c'hall en estrenvro ha Breizh.<br>