Jordi Pujol i Soley : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: r s → r s (2) using AWB
Linenn 9:
E 1960 e voe tamallet bezañ bet aozer ur flemmskrid enep Franco ''Us presentem el general Franco'' ("Kinnig a reomp deoc'h ar jeneral Franco") hag atizer darvoudoù an 19 a viz Mae er ''Palau de la Música'' e Barcelona, pa ganas an arvesterien ''Cant de la senyera'' (kan brogarour katalan), dirak meur a vinistr e-kerzh ul lid en enor da gantvet deiz-ha-bloaz ganedigezh ar barzh [[Joan Maragall]]. Kondaonet e voe da 7 vloaz toull-bac'h gant ul lez-varn arme. Tremen a reas daou vloaz hanter e toull-bac'h [[Salamanca]].
 
Krouiñ a reas ar stollad politikel ''[[Convergència Democràtica de Catalunya]]'' (CDC) e 1974. Anvet e voe da sekretour-meur. Fellout a rae d'ar strollad kas war-raok spered broadel ar Gatalaned ha krouiñ ar frammoù ekonomikel hag arc'hantel ret evit diorren ar vro.
 
E penn kevredad ar c'hreiz hag an emrenerien, ''Convergència i Unió'' (Kej hag Unaniezh) e oa evit dilennadegoù hollek Meurzh 1979. Dont a reas da vezañ ministr (''conseller''). E miz Mae 1980 e voe dilennet da brezidant ar ''[[Generalitat de Catalunya|Generalitat]]'', penn gouarnamant emren Katalonia.
Linenn 21:
 
== Enorioù ==
Meur a vedalenn en deus bet. En o zouez :
*''Medalla d'Or de la Generalitat de Catalunya'' (Medalenn aour Generalitat Katalonia), 2007
*''Ordre national du Québec'' (Urzh Broadel [[Kebek]]), 1996