Hélène Jegado : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: t M → t M (3) using AWB
Linenn 6:
 
Soñjal a reer e krogas da ampoezoniñ tud e [[1833]] pa oa o labourat evel keginerez evit an aotrou person François Le Drogo e [[Gwern]]. Seizh den a varvas trumm etre an [[28 a viz Even]] hag an [[3 a viz Here]] : tri den eus an tiegezh, ar beleg en o zouez, hag ivez c'hoar Hélène Jegado hag a oa deuet d'ober ur weladenn. Ken trist e voe Hélène Jegado gant an darvoud ken ne voe tamallet netra dezhi. E [[1832]] e oa bet ar [[Kolera|c'holera]] oc'h ober e reuz, marteze e voe soñjet e oa reizh e varvje tud neuze.
Mont a reas Hélène Jegado da labourat da [[Bubri|Vubri]] ma kemeras plas he c'hoar. Tri den a varvas, he moereb en o zouez. Mont a reas goude-se da [[Logunec'h]], ma voe degemeret gant Marie-Jeanne Leboucher. Mervel a reas honnezh hag he merc'h ; klañv e voe he mab met bev e chomas. Un intañvez a ginnigas bod da Hélène Jegado neuze, ha mervel a reas ar vaouez-se ivez.
 
E [[1835]] e labouras Hélène Jegado evel matezh en ur gouent en [[an Alre|Alre]], met buan e voe skarzhet abalamour da veur a zarvoud (vandalerezh ha taolioù-disakr).
[[Restr:Héléne Jégado.png|thumb|Tresadenn eus Hélène Jegado e-pad ar prosez]]
Keginerez e voe Hélène Jegado e meur a di, met ne badas ket. Peurliesañ e varve unan bennak pe en em gave klañv. Daoust ma ne voe biskoazh tapet Hélène Jegado gant arsenik, e veze kavet azonoù kontammerezh gant arsenik en dud-se. N'eus roud ebet eus marvioù diskred warno etre [[1841]] ha [[1849]], met kaoz zo eus laeroñsi, ha meur a wech e voe tapet Hélène Jegado pa oa o laerezh.
 
E [[1849]] ez eas da [[Roazhon]] da labourat er familh Rabot. Goude bezañ klemmet diwar-benn ar flaer a oa gant ar geginerez nevez e kouezhas klañv Albert, mab an tiegezh. D'an [[29 a viz Kerzu]] ez eas da Anaon. Kleñvel a reas ar vamm hag ar vamm-gozh ivez...ha pareet kerkent hag aet kuit ar vatezh, ha hi skarzhet abalamour ma voe tamallet dezhi bezañ laeret un ugent boutailhad [[gwin]] [[Bourgogn]] bennak.
Linenn 31:
* Bouchardon, Pierre (1937), "Hélène Jégado", Albin Michel
* Meazey, Peter (1999), "[http://servijer.net/mediaoueg/La-Jegado La Jégado: Histoire de la célèbre empoisonneuse]", Gwengamp, Éditions de la Plomée, (2006)
* [[Erwan Chartier]] : ''Drames bretons'', tresadennoù gant [[Malo Louarn]], embannadurioù [[Edica]], 2003
 
==Liamm diavaez==