Nestor : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: t J → t J (3), , → , using AWB
Linenn 1:
[[File:Sacrifice Nestor Pylos Meleager Painter MAN.jpg|thumb|300px|Nestor hag e vibien a ra un aberzh da Boseidon war traezhenn Pylos. [[Krater (lestr)|Krater]] gant tresadennoù ruz, 400-380 kent J.-K. Livadenn gant liver [[Meleagros]]]]
 
'''Nestor''' (en [[henc'hresianeg]] Νέστωρ ''Néstôr'') a oa mab yaouankañ [[Neleüs]], roue [[Pylos]], ha [[C'hloris]]. Anavezet eo dreist-holl abalamour d'e berzh e [[Brezel Troia]] hag e troioù [[Herakles]].
Linenn 7:
Lazhet e voe e holl vreudeur gant [[Herakles]] hag eñ an hini nemetañ a chomas bev. Daou zoare disheñvel zo da zisplegañ perak ne voe ket lazhet hervez an hengoun : pe e oa o vagañ e [[Gerenia]], e [[Messenia]], pell diouzh e vreudeur, pe e oa an hini nemetañ en doa nac'het klask laerezh [[Oc'hen Geryon]], ambrouget gant [[Herakles]], a oa graet gant Neleüs hag e unnek mab all. En eskemm e vije bet lezet e vuhez gantañ gant an [[haroz]] hag en dije graet anezhañ roue Messenia.
 
Hervez ur vojenn all en doa goulennet Herakles digantañ bezañ gwalc'het eus un dle gwad hag e oa bet nac'het outañ gant tad Nestor. Herakles a lazhas neuze Neleüs hag e vibien, en o zouez [[Alastor]], tra ma chomas bev Nestor.
 
[[Apollon]] a roas dezhañ an donezon da vevañ keit ha tri rummad tud. Lazhet en doa an doue e eontred hag e voerebed a-berzh mamm, an [[Niobided]], hag evit dasprenn ar muntr e profas da Nestor an niver a vloavezhioù buhez en doa tennet digant e gerent.
Linenn 21:
En ''Odysseia'' e teu mab [[Odysseüs]], [[Telemac'hos]], da welet anezhañ da gaout alioù evit kavout keleier eus e dad.
 
== Tiegezh Nestor ==
Hervez ar mammennoù e vefe pried [[Anaksibia]] pe [[Eurydike (merc'h Klymenos)|Eurydike]]. Meur a vab en deus bet — [[Antiloc'hos]], [[Thrasymedes]], [[Stratic'hos]], [[Perseus (mab Nestor)|Perseüs]], [[Aretos]], [[Ec'hefron]] ha [[Peisistratos (mitologiezh)|Peisistratos]]. Kemer a ra perzh an daou gentañ e [[Brezel Troia]] gantañ. Div verc'h en deus ivez, [[Peisidike (merc'h Nestor)|Peisidike]] ha [[Polykaste]]. Hervez mammennoù nevesoc'h evit an ''[[Ilias]]'', e vab Antiloc'hos, mignon gwellañ Ac'hilleüs goude [[Patrokles]], a saveteas e vuhez pa oa taget gant [[Memnon (mitologiezh)|Memnon]].
 
== Mammennoù ==
*[[Apollodoros]], ''[[Biblioteke]]'' (I, 8, 3 ; I, 9, 9). [http://ugo.bratelli.free.fr/Apollodore/DetailsLivres.htm lenn enlinenn]
*[[Homeros]], ''[[Ilias]]'' (passim) [http://philoctetes.free.fr/homereil.htm lenn enlinenn] , ''[[Odysseia]]'' (III, 157 ha goude). [http://philoctetes.free.fr/homereod2.htm lenn enlinenn]
*[[Hyginus]], Fablennoù (XCVII). [http://www.hs-augsburg.de/~harsch/Chronologia/Lspost02/Hyginus/hyg_fcap.html lenn enlinenn]
*[[Ovidius]], ''[[Metamorfozoù|Metamorphoses]]'' (VIII, 313 ; XII, 169 ; XIII, 63-64). [http://bcs.fltr.ucl.ac.be/METAM/Met00-Intro.html lenn enlinenn]