Republik Firenze : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: n F → n F (5) using AWB
Linenn 1:
[[Image:Fleur de lis of Florence.svg|thumb|right|200px|Lilienn Firenze, arouez kêr.]][[File:Map of Italy (1494)-ca.svg|thumb|Stadoù Italia e 1494, ha Republik Firenze en o zouez.]]
 
'''Republik Firenze''' (''Repubblica fiorentina'' en italianeg) zo ur marevezh eus istor kêr [[Firenze]] en [[Italia]], pa oa renet gant ur Republik. Echuiñ a reas pa voe anvet [[Alessandro de' Medici (dug Firenze)|Alessandro de' Medici]] da [[Dug Firenze|zug]] .
Linenn 6:
=== Kumun Firenze===
E 1115 e teuas kêr da vout ur gumun, goude marv ar varkizez [[Matilda Toskana]].<br />
E 1434 e teuas da vout un aotrouniezh etre daouarn [[Cosimo il Vecchio]] hag an [[tiegezh Medici]], met chom a reas en o sav ensavadurioù ar gumun.
 
===Republik Savonarola (1494)===
[[Image:Girolamo.Savonarola.jpg|thumb|[[Girolamo Savonarola]] (1452-1498). ]]
E 1494 e krogas an eil marevezh republikan e Firenze pa voe un emsavadeg e kêr, ha kaset kuit [[Pietro de' Medici]], tamallet dezhañ bezañ pleget da c'hoantoù ar roue gall [[Charlez VIII]] a oa o treuziñ ar vro da aloubiñ rouantelezh Naplez hag a felle dezhañ distagañ [[Pisa]], [[Sarzana]] ha [[Livorno]] diouzh [[dugelezh Firenze]].<br />
Levezonet e oa ar republik nevez gant ur manac'h dominikan, [[Girolamo Savonarola]] ([[1452]]-[[1498]]) a veze o prezeg hag a rae berzh bras e Firenze abaoe marv [[Lorenzo de' Medici]] en [[1492]]. <br />
Padout a reas ar republik betek 1512, pa zistroas [[Lorenzo II de' Medici]], mab da [[Pietro de' Medici]] (1554 – 1604) ha niz da [[Lorenzo de' Medici]], gant skoazell ar pab [[Jul II]] a oa e penn ar [[Kevre Santel|C'hevre Santel]]: [[Raimond de Cardona]], e penn un arme spagnol, a aloubas ar [[Mugello]] hag a reas freuz a reuz gwashañ ma c'hallas e [[Prato]] ha [[Campi Bisenzio]]. Ma rankas tud Firenze plegañ da zistro ar Medici.
Linenn 19:
Neuze e kredas pobl Firenze e oa erru ar poent da gas an tiegezh Medici kuit eus ar vro, ha da adsevel ar Republik. Sevel a reas ar gouarnamant nevez a-du gant ar C'hallaoued en o brezel a-enep [[ Kevre Cognac]]. Siwazh da dud Firenze e voe trec'het an armeoù gall e [[Seziz Naplez (1528)]] hag en [[ emgann Landriano]] en 1529, ma rankas ar roue gall [[Frañsez Iañ]] sinañ [[peoc'h Cambrai]] gant an impalaer.
 
Pan eas ar pab ha [[Republik Venezia]] da sinañ ar peoc'h ivez gant an impalaer en em gavas Firenze gwall hec'h-unan. Ha setu Karl V, evit plijout d'ar pab Medici, da c'hourc'hemenn d'e arme da gemer Firenze, da adlakaat ur Medici e penn, unan eus kerentiezh ar pab eta. <br />
 
E diskar-amzer 1529 e krogas [[seziz Firenze]]. Difennet e voe kêr gant ar c'h-[[condottiero ]] [[Francesco Ferrucci]] ha [[Michelangelo Buonarroti]],