Amanenn : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: z a → z a (2) using AWB
Linenn 3:
'''Amanenn''', pe '''amann''', a vez graet dre zornañ [[dienn]] pe [[koaven]], gant ur [[bazh|vazh]] pe ul loc'h, ken ne chom nemet an [[druzoni]] ken, gant ur [[bannac'h]] dour bihan ennañ, hag e teu er-maez al [[laezh-ribod]].
 
Implijet stank e vez an amanenn e meur a vro gant [[dienn]] laezh ar [[buoc'h]]enned peurvuiañ, met kavout a reer amanenn graet gant laezh loened all ivez, [[bual]]ed, [[kañval]]ed, [[yak]]ed. Liv melen pe wenn zo war an amanenn hervez ar seurt [[geot]] a zo bet debret gant an [[daskirier]]ien-se ha hervez mare ar [[bloaz]], dre an abeg da stad ar geot. <br />
En darn vrasañ eus [[Breizh]] e vez distaget ''amann'' (pouez-mouezh war an eil "a"), e [[Bro-Wened]] avat ha tro-war-dro e klever ''amonen'' pe ''amanen'' (hañvalik ouzh ''ymenyn'' e [[kembraeg]]).
 
== Farderezh an amanenn ==
Ijinet eo bet ar [[ribod]] a-gozh, un [[ardivink]] simpl a-walc'h evit gellout dornañ an dienn a zo bet lakaet un tammig da ziazezañ. Ar ribod a zo ul [[lestr]] kloz gant un [[toull]] evit plantañ ur [[bazh|vazh]] hir a vez bountet-divountet e-barzh ken e vez dornet an dienn a frapadoù berr. En [[Europa]], meur a ribot hengounel a oa graet pe e [[priaj]] pe en doare an [[tonell]]où.<br /> Pa vez echuet gant an dornañ e vez lakaet a-gostez al [[laezh ribot]] ha gwalc'het e vez gant dour an druz a chom betek na vo mui a laezh ribot enni.<br />En {{XXvet kantved}} ez eus bet ijinet ardivinkoù bras-tre ma vez lakaet [[miliad]]où a [[litrad]]où dienn da vezañ [[mezeller|mezellet]] ha pa ya er-maez an amanenn dindan gwask hag e vez graet kanolioù-amanenn eus ar ribodoù greantel ivez.
 
== Implij an amanenn ==