Izabel Portugal (rouanez hag impalaerez) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Lint
D replaced: l r → l r, , → , using AWB
Linenn 3:
[[File:Isabella of Portugal by Titian.jpg| thumb|300px|'''Izabel Portugal''', rouanez Spagn hag impalaerez santel, a oa pried d'an impalaer [[Karl V]]. Poltred gant [[Tizian]].]]
 
'''Izabel Portugal''', pe '''Isabel de Portugal''' pe '''Isabel de Avis''' (e spagnoleg ha portugaleg), ganet e 1503 e [[Lisboa]] ha marvet e 1539 e [[Toledo]], da 36 vloaz, a oa ur briñsez portugalat. Rouanez Spagn e teuas da vezañ pa zimezas da [[Carlos Iañ Spagn]], hag [[impalaerez santel]] pa voe dilennet he fried da impalaer. Merc'h e oa da [[Manuel Iañ Portugal]] , ha d'e bried [[Maria Aragon]]. Hervez a veze lavaret, ha diouzh he foltred gant [[Tizian]], e oa ur gaer a vaouez .
 
==Rouanez==
Eil merc'h [[Manuel Iañ]], [[roue Portugal]] ([[1469]]-[[1521]]), hag e eil pried [[Maria Aragon]] ([[1482]]–[[1517]]) e oa. Dre-se e oa [[infantez]] Portugal.
 
Ne oa ket rouanez a anv avat, rak dalc'het e oa an titl gant he mamm-gaer [[Juana de Castilla]] ([[1479]]-[[1555]]). Koulskoude e vez gwelet evel rouanez kenseurtez Spagn, rak gouarn a reas ar broioù spagnol pan edo he fried o veajiñ dre Europa
 
== Pried ==