Salaun (roue Breizh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
replace with vector (GlobalReplace v0.6.5)
D →‎top: replaced: h a → h a (2) using AWB
Linenn 5:
Dont a reas da vezañ roue [[Breizh]] e [[857]] goude bezañ muntret ar roue [[Erispoe]], mab da [[Nevenoe]] ha kenderv dezhañ. Ne blije ket dezhañ gwelout [[Breizh]] o tostaat ouzh [[Bro-C'hall]] dre un [[dimeziñ]]. Prest e oa Erispoe da eurediñ e [[merc'h|verc'h]] gant Loeiz, mab da [[Karl Voal]], ar roue frank, diwar ali Alkmar, [[Roll eskibien Naoned|eskob Naoned]].
[[Restr:King Salomon of Brittany - 2.jpg|thumb|left|Ar roue Salaun]]
E [[863]], dre [[Emglev Entrammes]] (Mayenne), ez eas [[kontelezh ar Maine|Maine]] hag ul lodenn eus [[Anjev]] gantañ, diwar-goust ar [[Franked]]. E [[868]], dre [[Emglev Compiègne]] e c'hounezas ar [[Cotentin|c'hotentin]], [[Bro-Avrañch]] hag [[Inizi Mor Breizh]]. Evel-se e tizhas Breizh ar brasañ gorread he deus bet bizskoazh.
 
Klask a reas Salaun distagañ [[eskob|eskibien]] Breizh eus [[roll arc'heskibien Teurgn|arc'heskob Teurgn]] ha goulenn a reas digant ar [[pab]] lakaat [[eskopti Dol]] da vezañ un [[arc'heskopti]]. War an entremar e chomo statud Dol o vezañ ma oa gwelet evel an arc'heskopti gant ar Vrezhoned. Un asant a roas ar pab e [[1076]] pa gasas ur [[pallium]], arouez ar garg, d'an arc'heskob Even. Cheñch a reas an traoù gant ar pab [[Inosant III]] pa urzhias e [[1199]] adlakaat beli arc'heskob [[Teurgn]] war an eskibien e Breizh.
Linenn 11:
E [[853]] e savas ur [[manati]], dediet da [[sant Masen]] e [[Masen-Skirieg]] ([[Il-ha-Gwilen]]).
 
E dibenn e ren en em dennas en ur manati, [[Ar Merzher-Salaun|er Merzher-Salaun]] pe e [[Lanwelan]], evit goulenn pardon digant [[Doue]] eus muntr Erispoe. Eno e voe drouklazhet d'ar 25 a viz Mezheven [[874]] gant e [[deuñv|zeuñv]] [[Paskwezhen]] harpet gant [[Gurwant]], deuñv Erispoe : « Salaun a glaskas repu en iliz ur manati ma oa kemeret hag handeet gant ur gouezder bras-meurbet. Tennet e oa e zaoulagad gant kement a feulster ma varvas e-doug an noz »<ref>Alban Butler, Jean François Godescar, ''Vies des pères, martyrs et des autres principaux saints'', Volume 4, Lyon, F.Guyot, 1844</ref>).
 
Lakaet e voe ar roue da sant e [[910]] abalamour d'e verzherinti ha d'e vertuzioù (Emañ Sant Salaun e roll merzherien an Iliz katolik war lec'hienn ar Vatikan<ref>[http://nominis.cef.fr/contenus/saint/10021/Saint-Salomon.html lec'hienn ar Vatikan]</ref>).