Brezel-diabarzh Portugal : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: h e → h e (12) using AWB
Linenn 6:
Entre 1807 ha 1810, dre deir gwech, e klaskas armeoù gall [[Napoleone Buonaparte]] aloubiñ Portugal. Tro-wenn a rejont bep tro, hogen daoust da se e voe tizhet ar vro gant ar mennozhioù nevez hag ar frankizouriezh. Pa oa ar roue en harlu e voe un Dispac'h frankizel. Pa zistroas ar roue [[João VI]] eus Brazil ec'h embannas Bonreizh 1822, frankizel kenañ. Neuze en em vodas an eneberien en-dro d'ar rouanez ha d'he mab [[Miguel Iañ|Miguel]].
 
E miz Meurzh 1826 e varvas [[João VI]]. Neuze e savas bec'h da c'houzout piv a renje. [[Pedro Iañ Brazil]], mab henañ ar roue, a oa en e wir, ha kurunennet e voe evel Pedro IV Portugal. E vreur Miguel a zisklêrias en devoa kollet Pedro e wir p'en devoa trubardet e vro oc'h embann dizalc'hted Brazil, trevadenn Portugal. Hogen na pobl Portugal na hini Brazil ne felle dezho kaout ur roue a renje en div vro. Neuze, e miz Ebrel 1826, e voe graet un adwel da Vonreizh 1822 (kentañ Bonreizh Portugal), hag e tilezas Pedro ar gurunenn d'he reiñ d'e verc'h María da Glória, a oa seizh vloaz, gant ma timezje d'hec'h eontr Miguel pa deuje en oad d'ober. Da c'hortoz, eo e c'hoar [[Isabel Maria de Bragança, rejantez Portugal | Isabel Maria de Bragança]], a vije rejantez. Ha Pedro en-dro da Vrazil.
 
<!--
Linenn 16:
 
==Ar brezel==
En deroù e oa an tu kreñv gant harperien ar roue Miguel ha koll e oa kostezenn Pedro. Miguel ne voe ket anavezet gant kalz a vroioù all avat, nemet gant [[SUA]] hag ar [[Vatikan]]. Rouaned all Europa a chome mut. Portugal a oa o vont war baouraat abalamour d'an dispignoù bras graet gant Miguel. Pedro Iañ avat, dre ma n'halle ket ober war-dro aferioù Brazil ha Portugal war un dro, a laoskas kurunenn Brazil gant e vab [[Pedro II Brazil |Pedro II]], d'ar [[7 a viz Ebrel]] 1831, hag ac'h eas da Bortugal da zifenn e wirioù roue Portugal evit e verc'h ha da stourm ouzh e vreur. En 1831, e tilestras [[Pedro]] gant e soudarded en [[Açores]], e kemeras meur a enezenn, hag e reas e lec'h-kreñv en enezeg.
 
Gant e arme e kemeras Angra, lec'h a bouez en Açores d'al listri-brezel, hag ac'hano e challas diwezhatoc'h, kas soudarded da zilestrañ war an douar-bras, en hanternoz da Borto, e Praia dos Ladrões, adanvet goude Praia da Memória: [[Dilestradeg ar Mindelo]] a lavarer eus an darvoud-se, hag ur monumant bras zo bet savet eno d'an dud lazhet er brezel-diabarzh, e stumm da un obeliksenn savet dirak ar mor.
 
Goude, arme Pedro a emziwallas a-drek mogerioù ar Cidade Invicta, hag o enebourien a grogas gant ur seziz hir ha kalet anvet Cerco do Porto. A-benn ar fin, listri ar frankizourien a deuas a-benn da dremen daoust ma oa bet stanket aber [[Douro]] gant o enebourien, ha da vont a-hed an aod betek [[Algarve]]. Eno e tilestras ur rannarme ha hi afo war-du [[Lisboa]], a oa gwarezet gant un toullad listri saoz. Lisboa a godianas d'ar penngomandant frankizour, marichal-Dug an Terceira, hep stourm nag emgann, pelo Dug Cadaval, a oa bet kentañ ministr ar roue Miguel, d'ar 24 a viz Gouhere 1833.
 
Levantado o Cerco do Porto graças à queda da capital nas mãos dos pedristas, a guerra continuou no entanto a marchas forçadas e dolorosas, em Coimbra, Leiria e pelo Ribatejo fora. Miguel a stalias e lez en Santarém, ma varvas an infantez Maria da Assunção de Portugal, entretant, gant ar vosenn, irmã dos dois príncipes inimigos.
 
D'ar [[24 a viz Ebrel]] 1834, gant [[Feur-emglev Londrez]], e tivizas Emglev ar Pevar kemer perzh er stourm ouzh arme ar roue Miguel Iañ.
 
== Peoc'h ==
[[Emgann Aceiceira]], d'ar [[16 a viz Mae]] [[1834]], a voe diwezhañ emgann bras ar brezel.
18.000 den a oa en arme Miguel, met d'ar [[24 a viz Mae]] e voe embannet ar peoc'h, dilezel ar gurunenn a rae Miguel evit ur gopr bloaziek, kuitaat ar vro a ranke ober hep distro. Pedro a adsavas ar Vonreizh met mervel a reas d'ar [[24 a viz Gwengolo]] er bloaz-se en-eeun.
 
María da Glória a voe anvet da rouanez evel [[María II Portugal]].