Santa Maria sopra Minerva : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
rummadoù
D →‎top: replaced: l i → l i (2) using AWB
Linenn 7:
Ne ouzeer ket kaz tra a-zivout templ Minerva z vije bet savet gant [[Pompeius]] war-dro 50 kent JK.Bet ze eus bet ivez un templ dediet da [[Isis]] ha Serapis war al lec'h rak kavet ez eius bet un obeliks egiptat e liorzh kouent an dominikaned e-kichen an iliz. Roet eobet al lec'h da venec'h deuet eus ar Reter gant ar Pab [[Zakarias]] (741-752). Ne chom roud ebet eus an iliz kentañ-se. Ar savadur a-vremañ a zo oberenn an dominikaned a resevas an dachenn digant ar Pab [[Aleksandr IV]] en XIIIvet kantved hag a savas un iliz hag ur gouent eno.
 
Daou lean, Fra Sisto Fiorentino ha Fra Ristoro da Campi, hag o doa labouret evit sevel iliz sant Maria Novella e [[Firenze]] a grogas da labourat war ar savadur nevez e 1280 pa oa [[Nikolaz II]] Pab. ar Pab [[Bonifas VIII]] a roas skoazell arc'hant bras hag echu voe al labourioù e [[1370]].
 
Nevesaet e voe goude gant Carlo Moderno a roas dezhi un talbenn klasek ha c'hoazh en {{XIXvet kantved}} en ur stumm nevez-gotek. An dorioù zo eus ar {{XVvet kantved}}.
Linenn 17:
[[Fra Angelico]] a zo beziet en ur chapel e tu kleiz ar chantele.
 
Er chantele e kaver ivez bezioù ar bibien [[Paol IV]], [[Leon X]] ha [[Klemañs VII]] bet savet gant Antonio da Sangallo yaouank e [[1541]]. Kalz bezioù tud veur a[[Toskana|Doskana]] a gaver en Iliz a oa hini broad Firenze a-raoak ma voe savet iliz [[San Giovanni Battista dei Fiorentini]].
 
Daou sened-kardinaled a voe dalc'het e sekretiri an iliz . An hini a zilennas ar Pab [[Ujan IV]] e miz Meurzh 1431 hag an hini a zilennas ar Pab [[Nikolaz V]] e miz Meurzh [[1447]].