Ya ! : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Ar rener: vi-koukoug
D replaced: o r → o r (2), , → , using AWB
Linenn 5:
 
==He neuz==
Ar gazetenn sizhuniek nemeti war baper eo , krouet e miz Mae [[2005]] gant an [[ti-embann]] brezhonek [[Keit Vimp Bev]], staliet e [[Laz]] ([[Bro-Gerne]] - [[Penn-ar-Bed]]). A-vent eo gant [[Le Télégramme]], met 12 pajennad hepken zo enni. Ur pennad e [[gallaoueg]] zo e pep niverenn.
 
==Ar rener==
Rener an embann eo [[Yann-Fañch Jacq]], a zo rener an ti-embann ivez. Deuet eo a-benn da dapout muioc'h eget 1 000 koumananter, a zo un [[disoc'h]] mat a-hervez.<br>
 
==An danvez==
En daouzek pajenn e kaver pennadoù a bep seurt : [[politikerezh]], diorren ar brezhoneg, [[diduamant]], [[skiant]]où, [[kronikenn]]où, [[sport]]où, [[deiziataer]] ([[gouel]]ioù, [[programm skinwel|programmoù skinwel]], darvoudoù sevenadurel). <br />
Er bajenn diwezhañ e vez kavet an talbenn "Un emgav gant..." a-us d'ur [[pennad-kaoz]] gant un den, un tammig anavezet a-wechoù, dibabet gant ar rener e-unan, ha ne vez ket ur brezhoneger atav. Betek-hen ne vez ket resisaet gant piv e vez graet ar pennad-kaoz e brezhoneg, na pegoulz e vez troet komzoù an den goulennataet.<br>
Renevezet eo bet ar vaketenn e-barzh an niverenn 150 e miz [[Ebrel]] 2008.