Euskadi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: a g → a g, , → , using AWB
Linenn 17:
'''''Euzkadi''''' a zo ur ger bet savet e dibenn an {{XIXvet kantved}}, e [[1896]], gant [[Sabino Arana Goiri]]. Un anvadur politikel a zo anezhañ, troet eo bet gant “broad Vask” pe “Stad Vask”. Brudet eo bet an anv-se, hag anavezet-mat eo dre ar bed a-bezh. Hiziv an deiz avat, er vro end-eeun, ne dalvez Euskadi mui-ouzh-mui nemet evit ar Gumuniezh emren (3 froviñs hepken). Graet e vez gant '''''Euskal Herria''''' evit ober anv eus ar vro a-bezh (ar 7 proviñs). ''Herri'' a dalvez “bro”, ''[[a]]'' zo ur ger-mell, hag ''Euskal'' a dalvez “Bask” (adkavout a reer er ger ''euskal'' ar memes gwrizienn hag en ''euskara'', anv ar yezh, an [[euskareg]]), [[EH]] eo ar berradur evel ma c’haller gwelet ouzh penn a-dreñv ar c’hirri-tan.
 
Un den eus ar vro a zo un '''euskaldun''' (liester '''euskaldunak'''), ar pezh a dalvez da gentañ-penn “euskareger”. Diazezet eo ar vroadelezh war ar yezh eta (evel-se e c'haller klevet tud zo o lavaret n'int ket euskarat dre ma n'ouzont ket ar yezh, daoust ma oa euskarat holl o zadoù-kozh dre ma ouient ar yezh). Evit ober anv eus tud a zo bask a-orin, pe tud o chom er Vro-Vask e vez graet gant gerioù nevez evel '''euskotar''' pe '''euskal erritar'''.
 
== Kumuniezh emren Euskadi ==
Linenn 25:
Hervez bonreizh ar Rouantelezh eo anavezet kumuniezh Euskadi evel unan eus [[broadelezh|broadelezhioù]] Spagn war diriadoù proviñsoù [[Araba]], [[Gipuzkoa]] ha [[Bizkaia]]. Dezho ur gorread a 7 234 km², hag ur boblañs a 2 124 846 a annezidi (2005) gant ur stankter [[poblañs]] a 292,4 annezad/km². Emañ kêr-benn ar Gumuniezh e [[Gasteiz]] (spagnoleg : Vitoria) en Araba. Staliet eo [[gouarnamant]] Euskadi ha [[Breujoù]] ar Gumuniezh eno.
 
Divyezhek eo an annezidi pa'z eodever an holl Spagnoled , hervez ar vonreizh, gouzout spagnoleg, yezh ofisiel ar [[riez]], met 45% a oar komz euskareg, ur yezh ha na zeu ket eus al [[latin]] evel ar yezhoù all komzet en [[Ledenez Iberia|Iberia]]. Anavezet eo da bep annezad e Bro-Spagn ar gwir da implij yezhoù ar broadelezhioù er vuhez foran. Bez' ez eus [[skol|skolioù]] unyezhek e-lec'h ma vez implijet yezh ar vroadelezh lec'hel, reoù all unyezhek e spagnoleg ha reoù all gant spagnoleg hag ar yezh lec'hel.
 
[[Rummad:Euskal Herria]]