Erik Marchand : diforc'h etre ar stummoù

D
→‎top: replaced: d g → d g using AWB
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎top: replaced: d g → d g using AWB
Linenn 2:
'''Erik Marchand''' zo ur c'haner hag ur soner eus [[Breizh]], ganet e [[Pariz]] e 1955 en ur familh a orin eus [[Kelenneg]] e [[Breizh-Uhel]]. Dizoleiñ a reas ar sonerezh en e vugaleaj gant un tad-kozh a gane ha gant e dad a sone ar [[gitar]]. Plijout a ra dezhañ sonerezhioù ar bed. Dizoleiñ a reas, pa oa krennard, un enrolladenn fest-noz a oa e dalc'h e dad. Dedennet eo neuze gant ar sonerezh-se.
Anaoudegezh a reas Erik Marchand gant [[Yann-Fañch Kemener]] a zeuas da vezañ e gomper e-pad meur a vloaz. E galabousenn gantañ war e benn e oa deut Erik Marchand da Vreizh evit dastum kanaouennoù ha tonioù. Eujen Grenel, ur c'henderv da Yann-Fañch Kemener, a lavaras dezhañ e oa gouest Yann-Fañch Kemener da skoazellañ anezhañ war an dachenn-se. Disklêriañ a ra Yann-Fañch Kemener: "lakat a reas ac'hanon da zizoleiñ ar c'han a oan o klask"<ref>''Kanaouennoù kalon Vreizh, Carnets de route de Yann-Fañch Kemener'', p. 16 </ref>. E-kerz Marchand ez eus enrolladennoù kozh eus an Itron Bertrand, eus [[Kanuhel]], a zeue eus dastumadenn [[Claudine Mazéas]]. Pourchaset e oant bet dezhañ gant Pêr Guilleux a zaremprede ar c'helc'hioù keltiek ha keveredigezhioù breizhek Pariz d'ar c'houlz-se. Dre hanterouriezh Erik Marchand e ra Yann-Fañch Kemener anaoudegezh gant ar gevredigezh [[Dastum]] zo o paouez bezañ krouet.
 
==Levrlennadur==