Bruce Nauman : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Yun (kaozeal | degasadennoù)
reizhañ
D →‎top: replaced: a g → a g (3) using AWB
Linenn 2:
An arzoù, ar skiantom fizik hag ar matematik en deus studiet e skol-veur Wisconsin ([[1960]]-[[1964]]) hag e hini Davis, ([[Kalifornia]], etre [[1965]] ha [[1966]]). E ziskouezadeg kentañ a voe aozet e [[1966]]. Evit a sell ouzh e arz e fell dezhañ sevel oberennoù ''"a dag Yann seller''".
 
Adalek dibenn ar bloavezhioù [[1960]] e krogas Nauma da labourat war dodenn ar c’horf hag e fiñvoù. Evit en ober e savas filmoù, enrolladennoù video ha delwennoù. E [[1967]] e cheñchas doare hag e krogas da labourat gant moulloù koar ha gwienn wer evit maenaat lodennoù e gorf, ha troc’hañ anezhañ, dreist-holl ar penn hag an izili.
Goude-se e krogas da aozañ taolioù-kaer diazezet war ar c’hoarioù yezh : frazennoù ha jestroù eeun, diazezet war lizherennoù e anv. Al lizherenneg a implijas ivez, dre sevel staliadurioù diazezet war implij an neon.
E [[1969]] ha [[1970]] e savas ''Live-taped Video Corridor'', ur film diazezet war implij ur c’hamera evezhiañ a film anezhañ, gant ar pal lakaat diaes an arvesterien hag en em gav dirak skeudenn wir an arzour.
Er bloavezhioù [[1970]] ha [[1980]] e kendalc’has da implijout an neon, hag e voe diazezet e oberennoù war ar feulster hag ar reizhelezh. Goude-se e savas meur a garrigelerezh (loened peuliet pe diempret, stag ouzh barrennoù houarn) ha filmoù video war dodenn ar marv hag ar reizh.
E [[1990]] ec’h adkrogas da filmañ e gorf, a-dost ar wech-mañ : e benn o treiñ evel ur gouloù-tro, hag eñ o huchal geriooù gros damzistaget.
"Dont a ra ma oberennoù eus ar fulor a save ennon pa soñjan e buhez mab-den". E [[2004]] en deus krouet a-raotzh-kaer e oberenn ''Raw Materials'' evit an diskouezadeg aozet diwar e benn e [[Tate Modern]] ([[Londrez]]).