Burgondia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: r u → r u (3) using AWB
Linenn 18:
|Gouarnamant_type = Monarkiezh
}}
'''Burgondia''' eo an anv a reer eus ar rouantelezh savet gant pobl ar [[Burgonded|Vurgonded]], goude ma oa bet distrujet o [[Rouantelezh Kentañ ar Vurgonded|rouantelezh kentañ]] adalek ar bloavezh [[443]], en-dro d’o c’hêr-benn [[Geneva]], e-kreiz ur vro a en em lede war un darn eus [[Suis]], hanternoz [[Italia]] hag un darn eus reter [[Bro-C'hall]] a hiziv.
 
==Krouidigezh ar rouantelezh==
 
Goude ma oa bet distrujet o rouantelezh kentañ e voe roet ar renk a ''foederati'' dezho adarre gant [[Aetius]], ha gantañ e voent staliet e ''Sapaudia''. N'eo ket gwall sklaer pelec'h emañ ar vro-se met gallout a rafe bezañ [[Savoia]] hiziv, ha war-dro [[Lugdunum]] edo o chom ar Vurgonded moarvat. [[Gundioc]], mab [[Gundahar]] moarvat, an hini a oa o roue dezho.
 
Dre ma oant kevreet gant [[Roma]] e stourmas ar Vurgonded asambles gant Aetius hag ar [[Wizigoted]] en [[Emgann Chalons]], ouzh [[Attila]] eta, e [[451]]. Kreñv e oa ar c'hevread etre ar Vugonded hag ar Wizigoted war a seblant, rak Gundioc hag e vreur [[Chilperic Iañ ]] a yeas gant [[Theodoric II]] da stourm ouzh ar [[Swebed]] da [[Spagn]] e [[455]] (hervez [[Jordanes]], Getica, 231).
 
==Levezon war an Impalaeriezh==