Humanouriezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: e u → e u, , → , using AWB
Linenn 1:
An '''humanouriezh'''<ref>Roparz Hemon, Ronan Huon, ''Dictionnaire breton-français , français-breton'', 1997, p.1119.</ref>, pe '''denelouriezh'''<ref>ibid.</ref>, a zo ur savboent sevenadurel ha [[prederouriezhel]] europeat, ganet en [[Italia]], e [[Toskana]] peurgetket, da vare an [[Azginivelezh italian]], hag a laka [[Mab-Den]] a-us d'an talvoudoù all.
 
==Gwrizioù an humanouriezh==
[[file:Thorvaldsen Cicero.jpg|thumb|[[Marcus Tullius Cicero]] a vez lakaet e-touez an humanourien gentañ, da vare [[Republik Roma]]. ]]
Darn eus an humanourien a vremañ a wel an humanouriezh evel ul lusk deraouet en [[Henamzer]], koulz en Azia evel en Europa. [[Confucius]] a vefe unan eus ar brederourien gentañ en dije klasket lakaat an den e-kreiz e brederouriezh, hep ober anv eus doueoniezh. Heñvel dra a c'haller lavarout diwar-benn bouddaegezh Azia.