Flora MacDonald : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D replaced: s M → s M (5) using AWB
Linenn 4:
'''Flora MacDonald''' (''Fionnghal NicDhòmhnaill'' e [[gouezeleg Bro-Skos|gouezeleg]]) ([[1722]] – [[1790]]), zo un emsaverez ha harozez skosat.
 
Merc'h e oa da Ranald MacDonald, eus Milton, en enez [[Uibhist a Deas]] (South Uist e saozneg), en [[Inizi Gall]], en [[Skos]]. He mamm e oa Marion, merc'h da Angus Macdonald.
 
He zad a varvas pa oa bugelig, ha gwallet e oa bet gantañ. He mamm he devoa kaz outi, a voe skrapet gant Hugh MacDonald eus Armadale, en [[Enez Sgitheanach]] (Skye e saozneg), hag a zimezas dezhi neuze. Savet e voe Flora gant penn ar c'hlan, klan MacDonald eus Clanranald, ha skoliet e voe ur pennad en [[Dinedin]], er relijion presbiterian skosat.
 
==Perzh en emsavadeg==
[[Image:Flora MacDonalds Farewell to Bonnie Prince Charlie.jpg|200px|right|thumb|Flora MacDonald ha Bonnie Prince Charlie o kimiadiñ, gant G. W. Joy.]]
En miz Mezheven [[1746]], pa oa 24 bloaz, edo Flora MacDonald o chom e kêr [[Benbecula]], en [[Inizi Gall]] intérieures, pa deuas ar priñs [[Charles Édouard Stuart]] di da glask repu goude [[emgann Culloden]]. Gant ar priñs e oa ur c'habiten O'Neill, hag a c'houlennas skoazell da virout a vezañ tapet gant e enebourien. Dalc'het e oa an enezenn gant ar gouarnamant saoz, hag ur milis a oa war al lec'h oc'h eveshaat, met tomm e oa an tiegezh MacDonald ouzh an emsavadeg [[jakobit]]. <br />
Prometiñ a reas Flora sikour ar priñs da dec'hel eus an enezenn. Diwezhatoc'h e kontas d'ar priñs [[William Augustus, dug Cumberland|dug Cumberland]], mab d'ar roue saoz [[George II]], penn an armeoù saoz e Skos, he devoa graet kement-se dre garantez-Doue.<br />
E penn milis an enezenn e oa he leztad Hugh MacDonald. Un aotre-tremen a roas dezhi da mont ha dont en enezenn, ur servijer, ur vatezh iwerzhonat, [[Betty Burke]] hec'h anv, ha c'hwec'h den evit ar vag. Gwisket e oa ar priñs evel Betty Burke.