Isabel do Brasil : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D replaced: n D → n D (3) using AWB
Linenn 1:
[[file:Dona Isabel.jpg| thumb | Isabel do Brasil]]
[[file:Princesa Imperial Dona Isabel de Bragança.jpg|thumb | Isabel e 1887]]'''Izabel a Vrazil''', pe '''Isabel do Brasil''' e portugaleg, pe ''ar briñsez Isabel'' ([[Rio de Janeiro]], 1846–1921 Eu), lesanvet "a Redentora", a oa ur briñsez vrazilian, merc'h d'an impalaer [[Pedro II Brazil]] hag e bried [[Teresa Cristina an Div Sikilia]]. Hi an hini a ziskaras ar [[sklaverezh]] e [[Brazil]].
 
==He buhez==
Ganet e oa '''Isabel Cristina Leopoldina Augusta Micaela Gabriela Rafaela Gonzaga de Bragança e Bourbon''' e [[Rio de Janeiro]], e Palez São-Cristóvão, d'an 29 a viz Gouhere 1846. Hi a voe diwezhañ priñsez impalaerel Brazil. Anvet e voe diwar-lerc'h he mamm-gozh a-berzh mamm, Marie-Isabelle Spagn (1789-1848), rouanez an Div Sikilia.
 
Mervel a eure he breur henañ e 1847, da zaou vloaz, ha setu ma oa-hi, da ur bloaz, priñsez impalaerel ha pennhêrez Pedro. Er bloaz-se ivez e voe ganet e c'hoar [[Leopoldina de Bragança]] (1847-1871). En 1848 e voe ganet hec'h eil breur, Pedro Afonso (1848-1850), anvet da briñs impalaerel en he lec'h, met mervel a eure ivez d'e zaou vloaz.