Karreg an Tan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Linenn 6:
Dont a ra an anv, a gonter, eus ar boaz a oa en amzer ma veze taget Breizh gant ar [[Vikinged]] da eveshaat ar vro diwar an uhelenn-se ha da enaouiñ un tantad warni evit kas keloù d'an dud tro-war-dro pa veze gwelet ur vag viking o sevel gant ar stêr. Un doare taol-vaen vihan zo war al lein, ma veze graet an tantad, a-hervez.
 
Dibabet eo bet an titl ''[[Diwar Dorgenn Karreg-an-Tan]]'' gant [[Per Denez]] e 1999 evit embann un dastumad danevelloù bet savet gant [[Yeun ar Gow]] (a oa o chom e Gouezeg). Disklêriañ a ra Per Denez : "Diwar ziviz gant Mikael ar Gow eo bet dibabet titl al levr : fellout a rae deomp e vefe douget testeni gantañ d'ar garantez en doa Yeun ar Gow evit e gorn-bro, evit ar gweledva a oa bet o c'hronnañ e ved-diabarzh. A-ere ar varzhoniezh e stag Karreg-an-Tan an amzer-vremañ ouzh klod romantel an amzerioù koshañ".
 
==Liamm diavaez==