Nono : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
E [[1970]] e reas kalz tresadennoù war mogerioù [[Skol-veur Roazhon 2]] war danvezioù liesseurt : CRSed, harzoù labour ar studierien, TDB/[[FLB]], manifestadegoù...
Heuliañ a reas kentelioù er gevrenn geltiek renet gant [[Per Denez]] a ginnigas dezhañ skeudennaouiñ e hentenn deskiñ brezhoneg, ''[[Brezhoneg buan hag aes]]''.
Treset en deus evit ''[[Oxygène]]'', ''[[Le Peuple breton]]'', ''[[Le Canard de Nantes à Brest]]'', ''[[Frilouz]]'', ''[[Ouest-France]]'', etc. Embannet en deus tresadennoù diwar-benn darvoudoù ar mare e ''[[Le Télégramme]]'', ''[[Le Mensuel de Rennes]]'', ''[[Le Mensuel du Morbihan]]'' hag er gelaouenn ''[[Le Peuple breton]]'', kelaouenn viziek an [[UDB]].
 
Anvet e voe da gelenner [[prederouriezh]] e lise [[Karaez]] e [[1973]] ha goude el [[lise Charles-de-Gaulle]] e [[Gwened]]. War e leve emañ bremañ.
 
E 2015 e voe e-touez an dreserien a enoras ar re vuntret gant ar gwalldaol a-enep ''[[Charlie Hebdo]]''.
 
E [[2017]] e resevas [[Kolier an Erminig]] e [[Sant-Ke-Porzh-Olued]].