Boba Fett : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Dishual (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Keritiad (kaozeal | degasadennoù)
D + Liamm
Linenn 1:
[[Restr:Star Wars and the Power of Costume July 2018 28 (Boba Fett's costume, helmet, and jetpack from Episode VI).jpg|thumb|Unwisk Boba Fett]]
'''Boba Fett''' zo un dudenn ijinet, zo ur chaseour prim e bed ar frañchiz ''[[Star Wars]]''. El lodenn [[Star Wars Episode V: The Empire Strikes Back]] (1980), e vez kefridiet gant [[Darth Vader]] evit harzañ [[Han Solo]]. Adwelet e vez an dudenn e palez [[Jabba the Hutt]] el lodenn [[Episode VI: Return of the Jedi]] (1983). E 1997, e voe ouzhpennet er film [[Star Wars Episode IV: A New Hope]] (1977). Er film en e a-raok [[Star Wars: Episode II – Attack of the Clones|Episode II: Attack of the Clones]] (2002)e vez displeget ez eo an dudenn ur c'hlon eus ar chaseour prim [[Jango Fett]] , hag en devoa desavet anezhañ evel e vab. Boba a vez gwelet ivez e lodennoù ar stirad skinwel tresadennoù-bev [[Star Wars: The Clone Wars (stirad skinwel 2008)|The Clone Wars]] (2008), evel-se e voe savet ul liamm etre an div heuliad filmoù.
 
Boba Fett a vez adkavet alies e bedoù disheñvel awenet gant Star Wars. Dreistbevet en deus eus darvoudoù Return of the Jedi dre ar bed ledanaet padal e oa sañset mervel. Brudet mat eo an dudenn e-touez reoù ar frañchiz Star Wars deuet eo da vezo arouezel eus ar bed-se.