C'hasidegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 16:
Skoet ma oant bet gant c'hwitadenn an daou "vesiaz" [[Sabbataï Tsevi]] ha [[Jacob Franck]], ar rabined o doa talet o lakaat o holl nerzh da studiañ an Talmud gant ar brasañ disfiz e-keñver forzh peseurt birvilh kevrinek e vefe.
 
Kemmet oa bet penn da benn saviad yuzevien Rester Europa goude al lazhadegoù o doa heuliet emsavadeg ar [[Kozaked|Gozaked]] renet gant [[Bohdan Khmelnytsky]] etre [[1648]] ha [[1660]] en Ukraina. Ouzhpenn an daraez krouet gant ar miliadoù a dud lazhet, e tegasas ar pogromoù un diskar ekonomikel ha sokial spontus hag un diouer bras a vuhez speredel. Ranket o daodoa an darn vrasañ eus ar re a chomet bev dilezel ar studi evit kavout o bara. Brasoc'h e teuas da vezañ an diforc'h etre an dud desket hag an dud simpl.
 
En ur saviad a ziaesterioù pemdeziek hag an disfiz ouzh pep kevrinegezh e kavas un darn vras eus ar Yuzevien ar yuzeviezh akademek divlaz, hep speredelezh ha levenez, war a seblant.